Troiad c’hoariva al liseidi Diwan

Deomp dezhi ! Goude un nebeud bloavezhioù hep troiad c’hoariva setu liseidi Diwan war al leurenn en-dro !
E kerzh ur sizhunvezh o doa tremenet dre zepartamantoù 29, 22 ha 56. 4 devezh evit 14 abadenn e 14 skol. Gourc’hemennoù tudoù !!!
Al liseidi o doa labouret emren evit krouiñ ar pezh hag a oa bet skrivet ha leurennet ganto.

Istor Amida :
"Amida eo ma anv, 12 vloaz on. Eus bro ma yaouankiz on aet kuit. Brezel oa enni. Brezel a veze atav. Brezel ’ zo c’hoazh hiziv. Reiñ din ur vuhez normal a fell d’am zad. Pa ’z eo marvet ma mamm omp aet kuit. War-zu ur vro e peoc’h a lavar ma zad. Ha treuzet ganeomp koadeier, dezerzhioù hag erruet e bord ar mor.

Michel, tad Amida : Eus an tu all hon doa ur vuhez reizh, ur vuhez wir, ur vuhez dign. Ne vimp ket pinvidik. Diaes e vo deomp treuzvevañ gant distaol sell ar re all ; ret e vo deomp strivañ betek penn, met touiñ a ran deoc’h e teuimp a-benn.

Amida : Setu ma istor."

Un istor gwriziennet en amzer a-vremañ hag a gont trubuilhoù ar bed…
Ar chañs hor bo marteze da welout anezho en dro da geñver Ar Redadeg ?