Al liseidi Diwan Karaez e GBB

Emañ ar Bleiz o kantren e Breizh. Spontet eo Yann Gouer ha krenañ a ra ar vourc’hizien. E-lec’h ma tremen ar Bleiz, ne chom netra, na tud bev, na savadurioù war-sav, nag arc’hant nag aour...
Ar Bleiz hag a zo o kantren er vro ne ’z a ket war pevar fav met war varc’h... N’en deus ket dent hir met ur c’hleze lemm...
N’eo ket gwisket gant blev du met "Fontanella a barrez Prat / Bravañ mab a wisk dilhad" (Barzaz Breizh) a ra e Breizh gant kement a gav.

Liseidi Diwan Karaez a ginnig deoc’h o arvest nevez. 40 mn e Breizh er XVIvet kantved da-heul roudoù un den istorel hag a zo c’hoazh e anv heñvel a zistruj hag a spont.
Ul lennadenn eus e vojenn a-benn dizoloiñ an den a-dreñv an euzhvil ha, piv oar, gouzout e-pelec’h eo chomet kuzhet e deñzor...