Trouz ar mor

Festival kontadennoù
Adalek ar 14 betek an 28 a viz Even

Ar Merc’her 18 a viz Even
Baleadenn kontet e brezhoneg gant Awenn Plougoulm o tont eus Menez Are, istorioù ha sonioù e brezhoneg, evit ar skouarnioù bihan koulz hag ar re vras.

Ar Plomarc’h e Douarnenez da 5e.
6€ priz leun / 4,50 priz izel
https://www.helloasso.com/associati...

Ar Gwener 27 a viz Even
Prezegenn - diviz
Evit lidañ 30vet deiz-ha-bloaz marv Pêr Jakez Hélias e vo gouestlet dezhañ ul lodenn bouezus eus ar gouel, o lakaat war wel e garantez evit kontadennoù ha mojennoù Breizh. Gant ar brezegenn-mañ gant Mannaig Thomas e vo adwelet e labour hag e engouestl evit an hengoun dre gomz dre Le Cheval d’orgueil (Marc’h al lorc’h). E brezhoneg eo ar brezegenn ha troet war un dro gant Yann Fulup Dupuy dre un tokarn .

Er Cité musicale / Le Phare er Pont (Pont-Croix) da 6e30.

Pêr-Jakez Hélias a oa skrivagner pezhioù-c’hoari ivez, titouroù a zo war lec’hienn C’hoariva :
https://www.teatr-brezhonek.bzh/Hel...

Evit kaout titouroù war ar gouel : https://laobra.bzh/actions-culturel...