Un avañtur c’hoariva gant Yann-Fulub Dupuy

Ober a ran war-dro ar strollad c’hoariva amatourien Tro-didro abaoe 15 vloaz. Ha gant hor pevarvet pezh-c’hoari emaomp er mare-mañ. Graet en deus ar strollad e dammig hent. Ha koulskoude, pa soñjer, n’eo ket sur e vijen aet war ar c’hoariva brezhoneg panevet ar gevredigezh C’hoariva !
16 pe 17 vloaz zo e oan ezel eus klub lenn Kemper. Er bloavezh-se e oa ar festival c’hoariva brezhoneg da vezañ e Kemper, dres. Ha neuze, tud eus ar gevredigezh C’hoariva, aozerien ar gouel anezho, o doa bet ar soñj kaer lakaat kevredigezhioù Kemper e-barzh ar jeu. Setu daou pe dri anezho er c’hlub lenn o kinnig deomp prientiñ ul lennadeg a-benn ar festival. Un damc’hoant c’hoariva a oa ganin kredabl rak en em ginnig em boa graet diouzhtu evit ober war-dro. Deuet an devezh bras ha ni prest da ziskouez hon tammig labour e liorzh ar c’hoariva Max Jacob. Ha c’hwi ‘oar petra ? Ur barrad glav-bil o kouezhañ warnomp d’an eur rik ma oamp sañset ober ! Nullet an afer. Pebezh joa-vil, a c’hallit soñjal.
Dre chañs, bloaz pe zaou war-lerc’h e teuas ar festival da Gemper en-dro. Hag adarre e teuas tud C’hoariva d’hor c’haout, ni lennerien Kemper, ar memes kinnig ganto. En taol-mañ e oa ur c’hinnig all ganin : sevel ur pezh c’hoari bihan (ha lennadeg da-heul) diwar-benn istor savidigezh Iliz-veur Sant Kaourintin, da vezañ c’hoariet… dirak talbenn ar savadur meur, na petra’ta ! Un taol hardizh e oa pa ne oa ket skrivet an disterañ linenn ganin na ne oa hanter a-walc’h a gomedianed da c’hoari pezh ganin hag un toullad mizioù hepken war hent dirazomp !
Ha deuet an taol da vat ganeomp a-benn ar fin, ’m eus aon.
Biskoazh hevelep klaoustre ne’m bije graet pa ne vije bet kinnig ar gevredigezh C’hoariva.