Un devezh evit kregiñ gant ar c’hontañ

Staj d’ar Meurzh 12/02/2019 e Ti ar Vro Karaez.

Programm :

  • Da vintin gant Yann Gerven : arz ar c’honter hengounel, penaos kregiñ gant ur gontadenn, dre gomz, ’giz gwechall, pa oa konterien brezhonegerien a-vihanik.
  • goude merenn stajig skrivañ : kinnig priz ar vugale ha priz ar yaouankiz, stalioù evit kinnig ho istor (ur redi : dont gant ur raktres, ar bajenn gentañ skrivet, ha diverradenn an istor, da nebeutañ).
  • Pik nik da rannañ etre ar berzhidi.

Gallout a rit dont da vintin, pe goude merenn.
Trugarez da lakaat hoc’h anv buan a-walc’h evit gallout aozañ mat ho tegemer.

Mat da c’houzout : ur staj all a vo e vakansoù Nevez Amzer (un devezh ivez), hag ur staj pemp devezh e KEAV e Kastellin. Gant ma vo istorioù brav, niverus, a bep seurt livioù, evit ar mousigoù !

Kaout titouroù pe/ha lakaat ec’h anv : Kevredigezh FEA - Fanny Chauffin