Un tamm c’hoariva az aio ganeoc’h evit an distro-skol ?

Skol c’hoariva : ur stignad arc’hant evit ambroug an eurioù c’hoariva graet er skol gant tud a vicher.

Petra eo Skol c’hoariva ? Ur sikour evit ar gelennerien o defe c’hoant bezañ harpet evit ur raktres c’hoariva. Dont a ra ur c’homedian (pe meur a hini) er skol evit heuliañ ur raktres pe evit krouiñ ha heuliañ ur raktres c’hoariva. D’ar skol da sevel ar goulenn digant ur gompagnunezh c’hoariva ezel eus ar gevredigezh C’hoariva (dre ret).

Peder c’hompagnunez a c’hell dont :
Ar Vro Bagan - Plougerne
Madarjeu - Norzh Penn-ar-Bed
La Obra - Pontekroaz
Teatr Piba - Brest.

Priz an eur = 60€.
Sikour ar Rannvro a zo : 25€ (hag a zo roet war-eeun d’ar gompagnunezh).
Chom a ra d’ar skol da baeañ 35€ dre eurvezh war-eeun d’ar gompagnunezh.

Priz hollek ur raktres a vo hervez niver an eurioù graet er skol.
D’ar gelennerien da welout hervez ar sammad arc’hant a c’hello lakaat ar skol pet eurvezh a c’hellfe bezañ graet.
Evit kas ur raktres en un doare dereat e vez kuzuliet kontañ un eurvezh dre skoliad. Muioc’h eo gwelloc’h c’hoazh met pep skol a ra gant ar pezh e c’hell lakaat evel-just.

Evit ur raktres meur a zoare a zo da gas anezhañ :

  • Ur mennozh ho peus ha kaozeal a rit eus ar pezh ho peus c’hoant sevel gant an den a yelo d’ho sikour evit renkañ ho raktres,
  • C’hoant ho peus da sevel ur raktres gant ar c’hlasad ha lakaat ar skolidi da gemer perzh er c’hrouiñ, er skrivañ ha/pe el leurenniñ,
  • Gwelloc’h e vefe deoc’h e teufe an emeller gant ur raktres prest evit labourat war al leurenniñ.

Skol c’hoariva a zo ur stignad eus Rannvro Breizh hag en deus fiziet ar merañ en C’hoariva.
Ar gomedianed a gas da c’hoariva e penn kentañ ar bloavezh sivil an eurioù raktreset e skol-mañ-skol.

Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant ar gevredigezh C’hoariva.