Un taol-strap
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 6
- Merc’hed : 1
- 2 akt.
- diviz :
- 5 divizoù. en akt 1
- 4 divizoù. en akt 2
Tudennoù :
- Merven Grec’hkariou
- merour burev ar bank. 38 vloaz.
- Herri Feulvarc’h
- mevel-bank. 26 vloaz.
- Elena Rogar
- plac’h ar c’hef. Danvez pried Herri. 22 vloaz.
- Ar floc’h
- mestr-polis. 50 vloaz.
- Soulimant
- polis. 35 bloaz.
Daou laer
Diverrañ :
An daou laer n’o deus ket gellet kemer an arc’hant deus an ti-bank : ar bilhedoù a vo laeret da vat gant ar merour, ha lakaet an dra-se war benn an daou laer.
Arvest 1.
Un devezh boutin, en ti-bank : ar merour, Herri hag Elena zo o labourat. Honnezh zo dañvez pried Herri.
Daou laer aza tre, o c’houlenn arc’hant. Semplet eo Elena, badaouet Herri, hag ar merour en deus gellet pellgomz d’ar polis. Mont a ra kuit an daou laer hep bezañ kemeret gwenneg ebet. Dont a ra ar polis. Hag ar merour da gontañ dezhe eo aet ar laeron 800 000 lur gante.Arvest 2.
Tapet eo bet an daou laer hag emaint er prizon bremañ. Ar mestr-polis zo oc’h ober e enklask, ha da c’houlenn pezh zo degouezhet digant an tri a oa en ti-bank. Kavet e vo ar wirionnez gantañ hag e añzav ar merour e dorfed.Kinkladur :
Arvest 1. E burev un ti-bank emeur. Un daol-gont hir. Div daol-skirvañ : hini ar mevel-bank, hini ar merour. Ur pellgomz.
Arvest 2. En ti-polis. Un nor, un daol-skrivañ. Ur gador-vrec’h ha teir c’hador.
Gwiskamentoù :
- Merven Grec’hkariou
- dilhad ur c’hêriad gantañ
- Herri Feulvarc’h
- ivez.
- Elena Rogar
- ivez.
Ar floc’h
- Soulimant
- dilhad polis gante o-daou.
An daou laer : beb a maskl gante war o fenn.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 74. Bloavezh : 1959.