Ur c’huzul aliañ eo ar C’huzul Sevenadurel Breizh. Reiñ a ra alioù ha hetoù diwar-benn heñchadurioù hag a sell ouzh identelezh sevenadurel ha brud Breizh.
An darn vrasañ eus e izili a zo tud eus aozadurioù a ra war dro ar sevenadur. Bodet int peder gwech ar bloaz da nebeutañ.
C’hoariva a gaso evit ar 4vet respet-mañ daou zen : Tifenn Linéatte (komedianez/kannadez) ha Yann-Edern Jourdan (komedian/eil kannad).