D’an 23 ha 24 a viz Du e oa e Lesneven (mersi bras da Ti ar Vro Leon evit e zegemer). Bodet e oa bet ur stropad tud a bep oad evit pleustriñ war dreuzkas ar c’hoariva. Penaos buheziñ ur stal c’hoariva, sachañ evezh publik ar stal evit labourat en un doare efedus, penaos sevel buan en un doare simpl un arvestig pe meur a hini, penaos ober kor, penaos reiñ startijenn gant ar muzik, penaos c’hoari e doareoù disheñvel ar memes senenn ? Setu un nebeut traoù e-touez traoù all a oa bet gwelet.
Plijadur e-leizh o doa bet ar berzhidi ha profitet o doa eus skiant-prenet divent Bernard Grosjean evit tapout binviji da lakaat e pleustr e stalieroù c’hoariva.
Ar stajidi o doa pleustret e brezhoneg war un tamm eus senenn ar pezh-c’hoari "Ar roñflig" (gant Isabelle Lebeau) lakaet e brezhoneg gant Bob Simon evit an dro.
Mont a raimp pelloc’h ganti e miz C’hwevrer gant ur staj-all atav gant ar memes skipailh tud.