Ur staj evit dizoloiñ ar c’hoariva

Enskrivadurioù gant Skol an Emsav.

Programm :

  • 10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll gant Maël Diraison. Maël a ginnig deoc’h studial diazezoù ar c’hoari gant ar pezh-c’hoari "2e14", skrivet gant David Paquet.
  • 12e30 - 1e00 : Pred a-stroll (evit ar re o do c’hoant)
  • 2e00 - 4e30 :
    An-unan war al leurenn adal skiant-prenet Nolwenn Korbell gant he fezh-c’hoari "Hi ’ni eo Moliere". Setu ar pezh a ginnig deoc’h :
  1. Peseurt doare labour eo pa vezer hoc’h-unan war ul leurenn gant den tro-dro evit magañ un diviz,
  2. War betra, war biv kemer harp evit dec’hel buhez er gwelet pegen pouezus eo cheñch lusk, energiezh e diabarzh an istor, an destenn,
  3. Penaos c’hoari hoc’h-unan tudennoù disheñvel a gemer perzh en istor, ha tremen prim d’an eil d’egile.
    Ne bado ar staj nemet div eurvezh, setu ne vo ket kalz amzer da vont don el labour-se, met d’an nebeutañ e plijfe din klask lakaat ar stajidi da gaout un tañva deus ar pezh a ranker labourat evit dec’hel evezh an dud pa vezer o kontiñ un istor dezho.

Da 5e30, e vo dalc’het un daol-grenn digor d’an holl war dem ar c’hoariva hiziv an deiz.