Ur staj aozet e kevelerez gant Ti ar C’hoariva, C’hoariva, Deus’ta ha Stumdi.
Daouzek eurvezh staj :
- d’ar Sadorn 24/10/2026 : 1e d’endervezh > 7e noz
- d’ar Sul 25/10/2026 : 10e mintin > 5e noz
- + Eztaoladenn al labour kaset gant ar stajidi d’ar Gwener 30/10/2026 da 4e g.m. e selaouva ar Gapusined.
- Priz : 80 € / 70 € (evit izili Ti ar C’hoariva)
- Ur staj gouestlet d’an dud en tu all da 16 vloaz.
Danvez ar staj :
Konter ha komedian anezhañ, Lukaz Nedeleg a ra danvezioù krouiñ eus an danevelloù. Ar staj pleustriñ-mañ a c’hoarvez diwar tri zra : an danevelloù ha kontadennoù, an doare da gomz hag an treuzkas. Kontañ ha c’hoari a ra ha lusk-komz a vesker evit ma vefe lakaet koulz ar stajidi hag an istorioù da vont. Diwar ur c’horpus eus Anatol ar Braz ha Fañch an Uhel stag ouzh an arvest Konterezed ha koñchennoù diwanet war ar prim e teu ar staj da vezañ un digarez da esaeañ, a-gevret.
Lukas Nedeleg ?
Konter-komedian eo Lukaz. Stummet e oa bet war arz an danevelloù en Okitania. Hiziv an deiz e kelenn «Sevenadur ar c’hontadennoù» e Skol-veur Gatolik ar C’hornôg e Brest.
E 2022 en doa savet ar Gompagnunezh Safar asambles gant Gloria de Belén Riquelme.
E 2026 e c’hoari an arvest "Marées", un arvest teuliaouiñ e lec’h m’emañ e-unan war al leurenn evit lakaat ar gaoz war ar bezhin glas.















