Va yezh a garan rak…

"VA YEZH A GARAN rak…"

  • Deoc’h-c’hwi da skrivañ ar peurrest evit diskleriañ ho karantez d’ar brezhoneg hag evit sevel un arvest BEV hag a vo c’hoariet adalek an nevez-amzer 2022.
  • Skrivit un destennig dindan 1200 sin (un hanter bajennad) a-raok ar 30/06 - Lakait hoc’h anv (pe un anv-pluenn) ha hoc’h oad.
  • Ho testennoù a ’z aio da vagañ abadennoù straed displeget gant komedianed amatour hag a vicher.
  • Galv da skrivañ digor d’an holl, bihan ha bras, kozh ha yaouank, brezhonegerien ampart ha deskidi.
  • Pa vo prest an arvest e voc’h kelaouet war-benn al lec’hioù ma vo c’hoariet.

Testennoù da gas :

  • Dre bostel :
    vayezhagaran@gmail.com
  • Dre lizher :
    C’hoariva
    13 straed Mikêl an Nobletz 29100 Douarnenez
  • Mont e darempred :
    06 38 78 35 15

Da betra a servijo ?

  • Da vodañ tud ar c’hoariva (amatour hag a vicher) tro-dro d’ur raktres a-stroll (ezhomm zo kaout raktresoù er mare-mañ…).
  • Da reiñ un tañva eus an arvest bev d’an neb en defe c’hoant heuliañ 5 dibenn-sizhun stummadur (hag a grogo adal miz Gwengolo) gant ar c’homedian Etienne Siberil ha mont da bleustriñ er straedoù.
  • Da vont da zisplegañ ho karantez evit ar brezhoneg e straedoù Rodez e-kerzh Festival an Estivada (22-24/07/2021) asambles gant komedianed eus broioù Alzas, Euskadi, Katalonia hag Okitania (ar re-se a raio ur galv da skrivañ war ar memes tem ivez). An arzourien a vo bodet da-geñver an eil eskemm ar "Collectif des Théâtres en Langues Autochtones".
  • Da vagañ ur raktres eskemm tro-dro d’ar c’hoariva gant Kerne-Veur.