Vakañsoù : Staj c’hoariva evit ar grennarded

Kinnig a ra Ar Vro Bagan ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded etre 12 ha 17 vloaz, e-pad 3 abardaevezh :

  • d’al Lun 23,
  • d’ar Meurzh 24
  • ha d’ar Merc’her 25 a viz Here.

Un doare plijus da labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh, ar fiziañs, ar fromoù, ar spas.
C’hoari perzhioù a bep seurt e-barzh ur strollad, asambles gant krennarded all !

Eurioù : 2e g.m – 5e g.m
Priz ar staj : 50€ + 20 € evit emezelañ
Evit lakaat e anv : Ar Vro Bagan
Pgz : 02 98 04 50 06
Postel : arvrobagan@orange.fr

agenda archive piece

contacter troupe