Nos voies lactées - Hentoù gwenn, un arvest evit dizoloiñ istor al laezh hag e sekredoù. Goude bezañ beajet, savet enklaskoù, en doa tud skipailh Teatr Piba rannet o santimantoù, o mennozhioù en un doare a stroll evit sevel ur pezh-c’hoari skrivet gant David Wahl.
Ar staj-mañ a vo liammet kreñv gant tem an arvest "Nos voies lactées - Hentoù gwenn". Rannet e vo o mennozhioù gant ar stajidi gant ar pal krouiñ ur stumm c’hoariva bihan ha c’hoari anezhañ e dibenn ar staj.
Ur staj kinniget e kevelerezh gant meur a gevredigezh : An ADEC-Ti ar c’hoariva Il-ha-Gwilen, Skeudenn Bro-Roazhon da geñver Festival Yaouank, Ti ar yaouankiz La Paillette ha C’hoariva.
- Stummerien : Thomas Cloarec eus Teatr Piba sikouret gant ar c’heginer Sebastien Durand.
- Deiziadoù :
D’ar Sadorn 27/01 etre 1e g.m. ha 7e noz
ha d’ar Sul 28/01/2024 etre 10e ha 5e noz. - Lec’h ar staj hag enskrivadurioù (e galleg) :
ADEC-Ti ar c’hoariva
ha m’ho peus c’hoant lakaat hoc’h anv e brezhoneg kasit ur gerig da C’hoariva - Priz ar staj :
Priz leun : 80€
Priz digresket (studierien, klaskerien labour, Kartenn "sortir") : 60€