Strollad Fiziañs

  • responsable Tiffen Linéatte

  • apropos

    "Fiziañs" zo ur gevredigezh c’hoariva nevez krouet ha diazezet al lodenn vrasañ deus e/hec’h izili e Douarnenez.
    Ar c’hoant a oa krouiñ ur strollad da labourat, en em c’houlenn, amprouiñ war dachenn an temoù sokial, dre venveg ar c’hoariva :
    Petra eo al liammoù pe an diouer a liammoù etre an hinienn hag ar vuhez a-stroll ?
    Penaos e c’hell an den kemer perzh er gevredigezh ?
    Peseurt plas a zo da bep hini, gant e/he mennozhioù, e/he emzalc’hoù, e/he seblantoù disheñvel diouzh an dud all ?
    Peseurt ostilhoù zo ganeomp evit kaout fiziañs en hor c’hallout keodedel ?
    Daoust hag eñ emaomp gouest da grouiñ ar gevredigezh a fell deomp ? Fellout a ra deomp sellet ouzh hor diabarzhoù don evit mont daved an diavez, kea : Piv omp, pelec’h, evit petra ?

    Setu mard omp dedennet gant temoù ar yezhoù, an diorren personel, ar c’heodederezh, an deskadurezh, implij ar c’horfoù hag ivez... ar blijadur hag ar fen !
    Ar brezhoneg, evel yezh ar vro, evel yezh izili zo deus ar strollad, a vo implijet, dañveziet, pleget, displeget. Perzh e vo deus an avañtur sokial-mañ.

    Mareoù-mañ emañ ar strollad o sevel ec’h abadenn gentañ war dem al liesyezhidigezh, hag ar bloaz o tont e vo krouet unan all a-ziwar an eko-gwregelouriezh. Stourmoù an dud vunud evit cheñch ar gevredigezh.

    Ya, ar c’hoariva, a gred deomp, zo un ostilh a cheñchamant, a darempred. Setu ma raimp c’hoariva, sur, ha fellout a ra deomp kavout an tu da enbarzhiañ tud ha n’int ket boaz d’ober gant ar benveg sokial-se.
    Evit ar grouidigezh gentañ e fell deomp atersiñ tud a gomz yezhoù lieseurt hag implijout tammoù enrolladennoù e-barzh ar pezh-c’hoari. Youlañ a reomp ivez enbarzhiañ amatourien en hor raktres da zont : o kinnig dezho en em soñjal a-stroll, ober pleustradegoù korfel a-stroll war tem an ekologiezh, lakaat anezho da ginnig o boued spered deomp, pe/hag o lakaat anezho da vont war al leurenn ganeomp.
    Kinnig a raimp ivez atalieroù furlukin, bannadennoù filmoù (war an ekologiezh, ar c’hehentiñ madelezus hag all…), baleadennoù, prezegennoù war an temoù tost ouzh hor c’halonoù.

Mont e darempred :