Tost echu ar bloavezh skol ha c’hoant hor boa el lizher-mañ da hadañ ur greunig e spered hol lennerien evit ho lakaat da soñjal en… distro-skol ! Ha ma vefe digoret hent ar c’hoariva er skolioù hag e-kerzh ar prantadoù dudi koulz evit an dud yaouank hag an dud gour ?
Grit ho soñj trankilig neuze ha deuit e darempred gant C’hoariva evit kaout titouroù (stignadoù harp a oa bet lakaet e plas gant Rannvro Breizh).
Evit ho kelaouiñ : cheñchet e oa bet burev ar gevredigezh e-kerzh ar c’huzul-merañ diwezhañ. Tifenn Linéatte a oa bet dilennet prezidantez, Aziliz Bourgès e post an teñzorourezh hag er sekretourezh e vez atav Yann-Fulub Dupuy.
L’année scolaire se termine et nous voulions dans cette lettre d’information planter une petite graine dans l’esprit de nos lecteurs afin qu’ils songent à… la rentrée des classes ! Et si on ouvrait le chemin du théâtre en breton dans les écoles et sur les temps de loisir tant pour les jeunes que pour les adultes ?
Pensez-y tranquillement et revenez vers C’hoariva pour avoir plus de renseignements (des dispositifs de soutien ont été mis en place par la Région Bretagne).
Pour information : un nouveau bureau a été élu lors du dernier conseil d’administration de l’association. Tifenn Linéatte a été élue présidente, Aziliz Bourgès prend la trésorerie et au secrétariat c’est toujours Yann-Fulub Dupuy.