How to outwit a twit ? / Penaos divleupañ ur bajaneg ?
"Deus ar re flaeriusañ, deus ar re zroukañ koulz ha deus ar vilañ zo toud eo an Aotrou hag an Itron Twits, ha se er bed-holl. Kasaat kement tra a reont, ’met pa vez kont ha c’hoari troioù lous, tapet lapoused dibec’hed d’ober tourtelloù diwarne, pe neuze rediañ o zamm marmouz kaouidellet da zerc’hel war-bouez e benn an devezh-pad. Poazh eo Muggle-Wump, ar marmouz, gant kement-se, trawalc’h ! Arru poent eo kas an dorzh en-dro d’ar gêr !"
Gant an evned-margodennoù avat, e vo lipret da achap kuit ac’hann. Huñvreal e nijo kuit gante a ray, koulskoude e vo se diouzh e varregezh da zeskiñ yezh al laboused.
The Twits eo un istor a wallgas a ziskloz an nen, un istor teñval ma ya bugale koulz ha loened da reuzidi c’hoarioù kriz Mab-Den. Ur mod dishañval da lenn a faot deomp-ni kinnig d’an arvestourien.
Ar c’hinnig divyezhek-mañ a lak ar publik da gemer perzh e brezhoneg, o lakaat anezhañ da vezañ a-evezh war ar gerioù-alc’hwez e saozneg. An difi a vo kavout bonegoù dre gomz an divinadell evit mont kuit eus ar milendall. Perzh kentañ ar publik a vo diarbenn gwallaoz. Ar bed en amgin an hini eo a lak an dud da c’hoarzhin ha da vezañ dieubet.
Ar muzik, ar c’hanaouennoù o deus ur perzh bras er c’hoariva a-stroll-mañ. Hag ar margodennoù ivez !
Azasadenn c’hoariva pezh-c’hoari David Wood e brezhoneg :
- Bob Simon
- Bláithín Conneely-Allain,
Komedianed :
- Bob Simon,
- Bláithín Conneely-Allain,
- Bleuenn Raynaudon-Kerzerho,
- Emmanuelle Huteau,
- Marguerite Danguy des Déserts
Leurennadur, kinkladur, gwiskamantoù :
- Marguerite Danguy des Déserts
Saver ar c’hinkladur :
- Guillaume Le Quément
Gouleier :
- Thomas Ury


















