LENNADENNOÙ DIZALC’H

  • Ar pezh-c’hoari
    Kaset eo Tangi ha Yann-Edern gant ar MASKL (Mestr an Aferioù Sevenadurel, Kulturel ha Lipr) d’ober Lennadennoù Dizalc’h. Mont a reont a skol da skol en ur dremen dre ar c’hreizennoù-dudi. Ul letrin, ul levr, biroù, dileizhenn hidrolatek, ur mod implij ha maskloù ’zo bet roet dezho gant ar MASKL. Siwazh, ken skuizh ma ’z eo ar gerioù lakaet da lavaret ha da zislavaret war un dro m’o deus divizet mont kuit. Daoust ha dont a raio a-benn paotred ar MASKL da lakaat anezho da zont en-dro ?

Pezh-c’hoari gant sonerezh, skrijus un tamm, met fentus dreist-holl, gant an arvestourien galonek hag a gemero perzh, ha gwarantet 100 % yac’h ha digovid.

  • Evit piv ?
    Evit ar vugale azalek 5 bloaz betek 9 bloaz (evit re-vras ar skol-vamm betek ar re CM1) hag evit an holl ’zo chomet ur bugel en o c’hreizig-kreiz.
  • E peseurt yezh ?
    E brezhoneg, e galleg peotramant en div yezh !

Skrivet eo bet ar raktres-mañ evit kinnig arvestoù-bev er skolioù, er skolajoù, liseoù, er skolioù-meur hag er c’hreizennoù-stummañ. Studiet hag ijinet eo bet evit bezañ gwarantet 100 % digovid e-kerzh ar c’hrouiñ kement ha pa ’vez kinniget d’an arvestourien. Savet eo bet a-ziwar tri danvez-labour : an dic’hlac’hariñ, ar arvestoù-bev, ar c’hoariva-deskadurel.

  • Ezhommoù teknik :
    Ul lec’h 40 m2 pe ul lec’h brasoc’h
  • Ar skipailh
    Raktres : Yann-Edern Jourdan
    Skrivañ : Yann-Edern Jourdan et Nigel Hollidge
    Leurenniñ : Nigel Hollidge
    Komedianed : Tangi Le Gall-Carré et Yann-Edern Jourdan
    Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré et Yann-Edern Jourdan
    Leurenn-aozañ : Marguerite Danguy Des Déserts
    Kinkadurioù ’zo : Camille Dugué

Sikouret gant Rannvro Breizh, an DRAC, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Kreizenn Sevenadurel an Armorica, hag ar stal Exaliquid.

contacter troupe