An diskoulmer kudennoù pe ar psikolog
- Durée : 30 piece m
- Nombre de personnages : 3
- Homme : 1
- Femme : 2
- 1 acte
Personnages :
- Mari Plouzenn
- Ur gliantez. Plac’h yaouank-kozh, 41 bloaz.
Résumé :
Daet da welet ur psikolog, ur vaouez a cheñch he doareioù hag he dilhad gant kuzilioù ar sekretourez.
Emañ an doktor gant e sekretourez. Mari Plouzenn a za tre, da welet an doktor evit ar wezh kentañ. Ar sekretourez a chom gante er sal, o skriv.
Klañv eo ar plac’h yaouank-kozh gant ar c’hoant dimeziñ, met n’eo ket daet a-benn betek vremañ da gavout ur paotr a-feson. Honnezh zo daet da welet ar psikolog evit gouzout petra ober evit plijout d’ur paotr a-zoare hag e welo a-benn nebeud : ne faota ket dezhi c’hwitaat an taol-mañ !
Krog eo an doktor da zisplegañ dezhi e tlehe bezañ gwisket en ur mod all, « sexy », ha dont a ra Katell da ziskouez da Vari penaos ober : tenniñ a ra he chupenn, he forpant...
Tenniñ a ra he dilhad tamm ha tamm... kement a ken bihan ne sell ket an doktor doc’hti evel ma rehe da benn kentañ, hag hennezh da c’houlenn ganti dimeziñ o-daou.
Aet eo an daou, dorn-ha-dorn, en ur ganañ. Katell a chom he-unan, karout a rae an doktor ivez, met benn ar fin n’he deus kollet nemet un den kalz koshoc’h eviti, gwell-ha-se...Décors :
E burev ar psikolog emeur. Div daol, kadorioù. Paperioù evit skriv.
Costumes :
- Mari Plouzenn
- Gwisket farsus da benn kentañ.
Dilhad Mari Plouzenn a dle bezañ tennet tamm ha tamm a-benn diskouez ur gwiskamant all, kalz muioc’h « sexy ».
Compléments :
Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".
Édition :
- piece edition : Emgleo Breiz. piece annee : 1982.














