An toull-kuz
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 2
- Paotred : 2
- 1 akt
Tudennoù :
- Laou
- Ar bleiz
- Alanig
- Al louarn
Diverrañ :
Aon ar brezel nukleel a lak lod d’ober aferioù mat.
Laou zo war-dro e aferioù en e vurev pa za tre Alanig : un dañjer spontus zo : ar brezel nukleel. Alanig a fell dezhañ gwerzhañ da Laou un douarenn antiatomek : pep tra a vo e-barzh : boued, tele...
Alanig en deus kinniget mat a afer ha ken nec’het eo Laou, e pren un douarenn digantañ (ker ruz !).
Graet mat an taol gant al louarn e evont o-daou.Kinkladur :
E burev ar bleiz emeur. Ur burev bras ha warnañ : daou delefon, paperioù...
Ur valizenn, levrioù e-barzh, hag a beb seurt paperioù.
Peadra da evañ : boutailhad, gwerennoù.Gwiskamentoù :
Gwisket eo an daou evel ur bleiz hag ul louarn.
Ur valizenn hag ur sac’h gant Alanig.Titouroù ouzhpenn :
Trede rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari III".
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.