Ar hao antiatomeg
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 5
- Paotred : 2
- Merc’hed : 3
- 1 akt
Tudennoù :
- Herri Dilasser
- Marc’hadour pinvidik-mor
- Jermen
- E wreg
- Yann-Ber Fusteg
- Saver tiez
- Nana Foustoul
- Mestrez Herri
- Ur sekretourez
Diverrañ :
Penaos e vo savet ar c’hav antiatomeg evit Herri, e familh, e vestrez... he pegement e kousto ?
Emañ Herri gant e aferioù, o pellgomz, o kontañ... Dont a ra Yann-Ber Fusteg da gas keloù dezhañ war sujed an ti emañ o sevel, ha kaoz zo deus ar c’hav antiatomek : displegañ a ra an architekt peseurt doare zo evit e sevel. Divizet eo bet sevel unan peder flas : e vugale, e wreg, ha eñ.
Met diwar ar priz kentañ eh eus « opsionoù » evit pep tra, ha dont a ra an afer da vout luziet ha keroc’h-kerañ.
Dont a ra e vaouez da luziañ an traoù muioc’h c’hoazh en ur c’houlenn traoù resis... ha da heul e vestrez o c’houlenn d’he zro, fulloret bras, ur plas e-barch ar c’hav antiatomek !
E fin ar gont e tiviz Herri sevel ur c’hav bihan evit e vestrez e-unan, ha mont a ray d’he gwelet dre ur riboul kuzh. Pokañ a ran an eil d’egile pa za tre ar wreg : fulloret bras anezhi, hag Herri o redek war-lerc’h e vaouez hag a zo o vont kuit deus al leurenn en ur huchal.Kinkladur :
E burev Herri emeur. War ar burev bras, leun a draoù : daou bellgomzer, mekanik-koñta, paperachoù…
Gwiskamentoù :
- Gwisket eo Herri ha Yann-Ber
- Evel tud a aferioù-argant.
- Yann-Ber Fusteg
- Ur valetenn gantañ, e-barzh : katalogoù ha levrioù teknik, ul levr erotel.
- Nana Foustoull
- Ur vantell kroc’henn lapin, heuzoù lêr ruz… fardet spontus.
Titouroù ouzhpenn :
Trede rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari III".
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.