Fromet bras ha glac’haret meurbet eo izili ha gopridi ar c’hevread C’hoariva o c’houzout e oa aet Ronan Al Louarn da anaon d’ar 15 a viz Mae.
Abaoe 2010 e oa bet savet darempredoù stank, efedus, yac’h etre Kuzul-rannvro Breizh ha tud C’hoariva pa oa bet anvet Ronan e penn servij politikerezh yezhoù ar Vro dindan ren Lena Louarn dilennet da vBezprezidantez Kuzul-rannvro e-karg eus yezhoù Breizh. A-hed ar wech eo chomet Ronan aketus ouzh ar c’hoariva e brezhoneg kement hag ouzh an ezhommoù anezhañ.
Ur benveg hollbouezus e oa ar c’hoariva evitañ evit treuzkas ar brezhoneg hag e lakaat da vezañ ha da vevañ war leurennoù ar vro koulz ha war ar re zo en diavaez-vro. Bepred e oa prest Ronan da selaou, da skoazellañ ha da guzuliañ izili ar c’hevread. Ur marc’h-labour an hini e oa hag en doa un anaoudegezh don eus ar vro hag eus tud ar vro. En ur ober pemzek vloaz eo tri stignad zo bet savet a-drugarez d’hor c’henlabour ha d’e sell lemm ha pizh : Skol c’hoariva (evit lakaat bugale ar skolioù hag ar skolajoù d’ober c’hoariva ha da amprouiñ an arzoù-leurenn e brezhoneg asambles gant tud a-vicher eus rouedad C’hoariva), Sikour an teatr amatour (d’ar strolladoù amatour gellet bezañ ambrouget war ar c’hrouiñ gant tud a-vicher), hag ar stignad Arvest (savet evit skoaziadennañ hag aesaat ar skignañ pezhioù-c’hoari e brezhoneg e Breizh).
Pourvezet a ostilhoù dibar ha skouerius ha na gaver ket e rannvro all ebet eo ar c’hoariva e brezhoneg.
A-drugarez da Ronan eo ivez ma oa bet posubl da gomedianed ha komedianezed ar CTL.A (Collectif des Théâtres en Langues Autochtones) d’en em vodañ evit krouiñ ur pezh-c’hoari liesyezhek (brezhoneg, katalaneg, elzaseg, euskareg hag okitaneg). Daoust ha ma chom hir an hent evit ar brezhoneg ha daoust d’ar bern labour zo da gas c’hoazh e trugarekaomp Ronan a-greiz hor c’halonoù rak biskoazh n’hon dije gellet soñjal lakaat ar c’hoariva e brezhoneg da vont war-raok kement-se ha deuet ez hunvreoù da wir !
Gant ma chomo Ronan ur skouer evit lod brasañ ac’hanomp. Ra vezo skañv douar Breizh evitañ.
O gourc’hemennoù a gengañv a gas holl izili C’hoariva kement hag holl izili ar CTL.A da dud e familh kement ha d’an dud oa tost outañ.
Evit C’hoariva : Yann-Edern Jourdan, Bob Simon, Tifenn Lineatte, Emmanuelle Eon, Koulma Mingam de Cacqueray, Ar Vro Bagan, Madarjeu, Strollad Kallag, Strollad La Obra, Teatr Penn-ar-bed, Teatr Piba, Tro Didro, C’hoari Las, Choukibenn, Safar, Ar vroderez noz, Goemon-Goeland.
Lizher kaset gant an TIO :
Cara Bretanha, cars amics,
Tota la còla del Teatre Interegional Occitan La Rampe, s’assòcia a la tristessa de la familha e dels amics del Sénher Ronan Al Louarn.
Son trabalh a estat precios pel moviment associatiu, l’ensenhament e los creators artistics bretons e tamben per nosautres, TIO La Rampe, membre del Collectiu dels Teatres en Lengas Autoctònas.
Mercés Sénher Al Louarn d’aver òbra pel Breton, per las lengas e culturas autoctònas de França. Mercés d’aver contribuït a la necissitat d’una vertadièra diversitat culturala e linguistica, riquessa del nòstre Monde mirgalhat de totas sas diferéncia.
De Còr e d’Òc.
Lo TIO la Rampe : Joan-Lois Blenet, Gèli Buonomo, Bruno Cecillon, Ivès Durand, Jennifer Estru, Stella Fontana















