Eil staj Kantren : lakait ho anv !!

Ouzhpenn 25 den o doa kemeret perzh e staj kentañ ar raktres Kantren, d’ar 15 ha 19 a viz Meurzh 2025 er C’houarz e Brest. Ha plijadur a oa bet ganto !! M’ho peus c’hoant c’hwi ivez kemer perzh en avantur a-stroll-mañ evit deskiñ ha krouiñ, ne chomit ket da dortal, lakait hoc’h anv evit an eil staj hag a vo dalc’het d’ar 17 ha 18 a viz Mae e Montroulez !