Nozvezhioù Etrevroadel

Degemeret e vo gant Teatr Piba tri strollad c’hoariva keveler da geñver ar raktres Phōnē :

  • NOZVEZH GENTAÑ (16/05 da 7e noz)

Lennadennoù :

  • The grey man diwar Philip Doherty gant Fíbín (Galway - Bro-Iwerzhon) – Gouezeleg Bro-Iwerzhon - 15 mn,
  • Fanfare diwar Vesse De Vrie gant Tryater (Leeuwarden e bro-Friz en Izel-vroio) - 15 mn.

Pezh-c’hoari :

  • Salika lasten tulla minum tyköni diwar Inger Birkelund gant Kvääniteatteri (Storsttlet e Norvegia) - 45mn.

Istitlet e vo an nozvezh e brezhoneg hag e saozneg, troet ha danevellet e galleg.
E dibenn an abadenn e vo ur prantad eskemm etre an arvesterien hag an arzourien (jubennet e galleg, brezhoneg, saozneg).

EIL NOZVEZH (17/05 ADAL 6e30 noz)

An eil nozvezh a vo gouestlet d’an daou raktres bet savet gant Teatr Piba ha ganet diwar ar c’henlabour european Phōnē.

Da 6e30 ha da 7e30 diouzh noz

  • Roud Diroud – Frapad barzhonegoù war vale – krouidigezh a-stroll kaset en-dro gant ar gomedianez ha leurennerez Mona Caroff – e Brezhoneg (35 munutenn).
    Er bloaz 2080 emaomp. Beuzet eo an denelezh dindan an objedoù hag ar skeudennoù deuet eus an amzer dremenet. Krouet ez eus bet mirdi ar roudoù gant ur skipailh eno, evit ma vefe miret ar roudoù pouezusañ evit amzer da zont an denelezh. Kregiñ a ra frapad bale devezh digoradur ofisiel ar mirdi, lec’h ma veze gwechall un «Ti ar C’hoariva», ha neuze ul lec’h a-bouez evit an treuzkas. An holl zo deuet, politikourien, implijidi ar mirdi, tud ofisiel deuet eus ar bed a-bezh hag eus ar vro, an holl anezho o labourat war ar roudoù.

Da 8 e 30 noz

  • Bastard (pezh berraet) empentet ha skrivet gant Kristof ar Menn - Krouidigezh 2025 – leurennet gant Tomaz Kloareg – e Brezhoneg (45 munutenn).
    Da geñver ul labour dastum istorioù ha sonioù hengounel digant annezidi un EHPAD, setu m’eo bet kelaouet Kristof ar Menn e oa aet d’an Anaon e vamm-gozh a-berzh e dad. Dre ma oa dianav dezhañ e dad, ha n’en doa morse graet anaoudegezh gant ar vaouez-se, ez omp kaset gant ar paotr en un enklask war e c’hinivelezh. Dre e sevenadur da gentañ : sevenadur Breizh, p’emañ dibaouez o klask sonioù hengounel, hag an enklask ken don ennañ ha koulskoude hollvedel ivez, hini e vabelezh. Hentenn un arzour, ha kest war-zu deskoni an den... Troioù ha distroioù en EHPAD Landreger diouzh an noz, evel troioù-distroioù en un devezh diloar ha diheol ur gorventenn erc’h en oabl kelc’h ahel an hanternoz, lec’h m’emaomp pedet gant Kristof da heul e istor adsevel an denelezh a-drugarez da bersonelezh ar re all...
    Istitlet e vo Bastard e Saozneg ha mouezhiet e Galleg (voice-over).

Pelec’h ? E Ti ar C’hoariva Brest - studio René Lafite.

M’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h war ar raktres Phōnē, pellgargit an doser stag.
Ur prantad eskemm jubennet (Galleg – Brezhoneg – Saozneg) etre an arzourien hag an arvesterien a vo kinniget e dibenn an abadenn.