Staj c’hoariva e Roazhon

Evit ar pedervet bloavezh e vo aozet ur staj e Roazhon. Ar wech-mañ e vo renet ar staj gant Lukaz Nedeleg, komedian ha kontour.
Liammet e vo ar staj gant abadenn nevez "Le Doute - Ar mar hag ar mor" eus Kompagnunezh Safar. Un darvoud aozet gant kevelerezh Skeudenn da geñver Festival Yaouank, an ADEC35-Ti ar C’hoariva ha C’hoariva.

Eus petra zo ezhomm evit plantañ tan ? Gant un hentenn deuet eus an teatr-skeudennaouiñ, un nebeud korfoù hag ul leur-c’hoari, kregiñ a ra an istor, bevañ ha kreskiñ a ra kement all. E-kreiz ar stal-faltazi-mañ e kej ar c’horf ouzh ar gomz. Fonnusaat a ra an istor. Ar stajidi a ya war-raok e-korf un devezh dre senennoùigoù ha skeudennoù diasur. Taolioù-esae a gaser, e brezhoneg, evit klask fardañ danevelloù bihan. Lukaz a ya asambles gant ar stajidi, un dro-spered diluz dezhañ.
E stern ar Festival Yaouank, un devezh evit ober e brezhoneg war dachenn ar c’hoariva gant Lukaz Nedeleg.

Digor eo an enskrivadurioù.
Gouestlet eo ar staj d’ar vrezhonegerien en o bleud ha d’ar re nevez ivez !

  • D’ar Sadorn 16/11/2024 etre 10e ha 5e noz.
  • Priz : 40 €/30 €*
    + Skodenn an ADEC35-Maison du Théâtre : 15 € (emezeladur diazez) / 25 € (emezeladur + accès bibliothèque)
    * Priz digresket evit ar studierien, ar glaskerien labour, Kartenn "Sortir" (ma vo kinniget ur brouenn).