Le Doute - Ar Mar hag ar Mor

Le Doute - Ar Mar hag ar Mor

Un arvest war ar c’hrouiñ...
Arvest "Le doute - Ar Mar hag ar Mor a zo "un enklask war vojenn Kêr Is. Kontañ a ra hor boemerezh a-stroll evit ar c’hêrioù lonket gant ar mor hag hol liamm forc’hellek evit an tudennoù merc’hed e danevelloù hengounel".
Pa oa bugel e oa bet klevet gant Lukaz mojenn liñvadenn kêr Is ur milion a-wech da nebeutañ. Ur wech erruet bras e oa bet goulennet digantañ kontañ an istor brudet d’e dro. Tapet eo neuze gant an douetañs hag e ved krignet : e peseurt bae e kousk ar gêr beuzet ? Piv eo Dahut e gwirionez ? Ha kontet hon eus pep tra dezhañ ?

Evel un enklasker faltazi e vez kaset an dud gant ar c’honter da heuliañ un istor faltazius war roudoù Atlantis Breizh hag he zudenn maouez ikonour. Cheñch-dicheñch eo al lusk, kizellet eo ar gomz, telenn Alice Soria-Cadoret ha mekanikoù Nikolaz Cadoret a zoug un hollved sonerezh hipnotik. Ur splujadenn entanus, e-barzh milendal un istor bet kaset dre ar bed a-bezh.

Rak skipailh labour :

  • Skrivañ, c’hoari ha dañs : Lukaz Nedeleg
  • Telenn : Alice Soria-Cadoret
  • Sonaozour, mekanikoù : Nikolaz Cadoret
  • Leurenniñ : Gloria de Belén Riquelme
  • Korollouriezh : Cécile Borne
  • Krouidigezh gouloù : Carolina Garel Carballeira
  • Leurennaozañ : Germain Rolandeau
  • Dilhad : Rachel Lesteven

Produiñ : Kompagnuezh SAFAR
Kenbroduiñ : Ar Stal Vras - Leurenn kenouestlet a interest broadel «Arz ha tiriad», Tolpad Konkerne, Dihun (Kreizenn sevenadurel Avel-Dro), Festival d’Arvor, Plages Magnétiques
Souten (war ar stern) : Collectif ARP, Ti-Kêr Douarnenez, Porzh-Mirdi Douarnenez, Departamant Penn-ar-Bed
Skignañ : Big Bravo Spectacles

Un teuliad krouiñ a c’hell bezañ goulennet gant ar re a-vicher a fell dezho gouzout hiroc’h diwar-benn ar raktres-mañ. Kit e darempred gant ar gompagnunezh.

Pezh c’hoari all ar strollad-mañ

Mont e darempred :