Pa oa mousig, ur milion a-wechoù da vihanañ ‘noa Lukaz klevet mojenn Kêr Is. Deuet bras, goulenn a raer digantañ kontañ d’e dro an istor mil vrudet. Ha setu e spered eilpennet : pelec’h emañ ar gêr veuzet o kousket ? Piv eo Dahud ? Ha pep tra zo bet kontet dezhañ ? Piv a lâr ar wirionez ‘ba ar fin ?
E-giz un detektiv a faltazi e kas Lukaz ar publik gantañ da enklask diwar-benn Atlantid Breizh hag e dudenn wregel pennañ. Berr eo an alan, lemm eo ar c’homzoù, ha telenn tredan Alice Soria-Cadoret a zoug un aergelc’h-son saouzanus, livioù elektronek dezhañ. Ur splujadenn lañsus hag a-vremañ, leun a eon, ‘ba plegoù un danevell zo bet graet diouti er bed a-bezh.
Enskrivadur dre ret - plasoù termenet : Stal-levrioù l’Angle Rouge
Pgz : 02 22 12 99 28