An Albatroz

An Albatroz

  • Rumm : Kontadenn vusik gant tiretennoù
  • Padelezh : 40 mn / 1e10 (hervezh an niver a diretennoù)
  • Arvesterien : bugale (adalek 7 vloaz), krennarded, tud deuet
  • Yezhoù : Stumm divyezhek galleg-brezhoneg (evit an holl) / stumm brezhonek
  • Ouzh ar c’hontañ : Lukaz Nedeleg
  • Ouzh boest an diaoul : Youen Bodros
  • Sell diavaez : Gloria de Bélen Riquelme
  • Efedoù Gouloù : Carolina Garel Carbelleira
  • Un arvest eus : Kompagnunezh Safar & kenbroduiñ Strollad La Obra
  • Gant souten : Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed, Pontekroaz, Landerne, festival Kann al Loar, Lesneven

An Albatroz eo un danevell avantur dibunet dre istor bihan Yann-Vari ar Brizh. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa ar Brizh, sorc’hennet anezhañ gant ur soñj : mont dre nijal da saveteiñ ar vartoloded kollet er mor ! Goude bezañ bet arvestet al laboused-plavañ ‘ba morioù ar Su e teu en-dro da Vreizh ha setu-eñ da sevel ur gwir garr-nij diwar batrom un albatroz.
Douget gant son boest an diaoul, reiñ a ra An Albatroz buhez da daolioù-esae hag a vez alies-mat c’hwitet, alies-mat strujus ivez. ‘Barzh an istor-se e kaver tudennoù dister, didalvoud hag un tammig kamm. Eveldomp e klask ar re-se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed...
Lukaz Nedeleg, konter ha dañser anezhañ, ha Youen Bodros, muzisian mil vrudet ‘ba Breizh, a gas un aergelc’h leun a nerzh, ken prim hag an avel. Lakaat a ra an daouad-mañ ar sonerezh da gejañ ouzh ar gomz hag ar c’horf evit fardañ ur veaj hag a c’hall bezañ lec’hiet etre ar faltazi hag an istor.

Sellout ouzh ar video.

contacter troupe