7 a viz C’hwevrer 2021
STAJ : OBER GANT AR SKRIVAÑLEURENN
PEDAGOGIEZH AR C’HOARIVA
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit kenderc’hel gant ar stummañ "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj.
Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e…
14 a viz Genver 2021
Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz plijusoc’h…
13 a viz Genver 2021
War intrudu C’hoariva en deus lakaet e plas Rannvro Breizh e 2017 ur skoazell arc’hant evit ar strolladoù amatour.
Ur strollad a c’hell bezhañ sikouret betek 3 000€ evit ur raktres (ha betek 80% eus an dispignoù dilennadus).
Ar gevredigezh C’hoariva a c’hell reiñ titouroù, kuzulioù deoc’h ha ho harpañ evit sevel un doser goulenn yalc’had.
An holl ditouroù war lec’hienn Ranvro Breizh.
Gouzout muioc’h :…
11 a viz Genver 2021
M’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h, war an darempredoù etre ar c’hoariva amatour hag ar c’hoariva a vicher, war un tamm eus istor eus ar c’hoariva amatour e Breizh : Amañ eo.
Muioc’h a ditouroù : Maison du Théâtre Amateur en Ille-et-Vilaine
10 a viz Du 2020
Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha diaesoc’h…
10 a viz Du 2020
Ur staj aozet gant kevelerezh Ti ar C’hoariva e Brest hag a zigemero ar stajidi hag ar stummer Bernard Grosjean.
D’an 23 ha 24 a viz Genver 2021.
An enskrivadurioù a zo digor :
Skrivit deomp pe bellgomzit : 06 38 78 35 15.
Spi hon eus e vo gwelloc’h stadad yec’hedel evit ma vefe dalc’het ar staj !
9 a viz Du 2020
E Brest e oa etre an 20 hag an 22 a viz Here.
Ar staj a oa buhezet gant Bernard Grosjean evit ergerzhout ar pezhigoù-c’hoari, gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. An tem dibabet evit labourat e oa ar marv… ur c’houlz vat pa emeur o tostaat eus gouel an Anaon !
Bamet omp bewech gant al labour kaset da benn gant ar stajidi hag a ziskouez deomp pegen pinvidik e c’hell bezañ an disoc’hoù pa vez…
9 a viz Du 2020
Ar strollad eus Plougerne a zo o klask ur plac’h pe ur paotr yaouank (16-25 bloaz) evit ur servij keodedel 8 miz hag a grogo e miz Genver/C’hwevrer.
Ma emaoc’h dedennet kit buan e darempred gant ar strollad.
9 a viz Du 2020
Diwar an danevell-mañ "Gouel ar c’hlas termen" bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh (2019) eo bet savet ar pezh-c’hoari-mañ.
Da vezañ displeget gant liseidi pe studierien.
An istor : Boas eo liseidi klas terment lise Ploueven da aozañ ur gouel, digarez dezho d’en em gavout a-raok ar vachelouriezh ha da dremen ur pennad-amzer plijus. Dibabet e oa bet al lec’h dirak ar mor, prientet pep tra a-zoare,…
6 a viz Here 2020
D’an 20/10 betek an 22/10/2020
TI AR C’HOARIVA - BREST
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit stummañ d’ar "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj. Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e brezhoneg pe e…
6 a viz Here 2020
E miz Gwengolo e oa strolladoù Mat ar Jeu ha Teatr Piba en annez e sal Armorica e Plougerne. Strollad Mat ar Jeu Ar gompagnunezh a oa o krouiñ e arvest nevez "Lennadennoù digontaminet". Ur raktres evit tud yaouank hag a zo savet evit bezañ c’hoariet en un doare aes e lec’hioù disheñvel. Yann-Edern Jourdan en doa goulennet digant Tangi Le Gall-Carre da seniñ akordeoñs evit luskañ an arvest. Ar…
5 a viz Here 2020
Ur staj aozet gant strollad La Obra hag Emglev Bro Douarnenez.
Graet e vo anaoudegezh gant diazezoù arz ar furlukin : Piv eo ? Penaos eo gwisket ? Rankout a ra bezañ farsus ? Petra a lak an dud da c’hoarzhin ? Labouret e vo a-unan pe a strolladoù bihan goude bezañ tommaet ar c’horf ha goullonderet hor pennoù eus an dalc’hoù pemdeziek. Deuit evel m’oc’h, hep raksoñjoù par ma c’hellit !
Lec’h : Ti…
17 a viz Gwengolo 2020
Un nebeut a geloù a-berzh ar strolladoù c’hoariva amatour met gouzout a reomp :
Emañ strollad Kallag o prientiñ ur pezh-c’hoari nevez evit ar yaouankiz. Er memes tro e kendalc’hont da c’hoari Kontadenn Luduennig.
Strollad Tro-Didro en deus ur raktres nevez ivez. Ur pezh-c’hoari tro dro d’ar mor hag a vodo un niver a gomedianed bihanoc’h eget Galnys, pezh diwezhañ ar strollad renet gant Yann-Fulub Dupuy.…
16 a viz Gwengolo 2020
Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet lakaet e plas gant Rannvro Breizh e 2009 evit kemer e karg ul lodenn eus ar frejoù pa vez goulennet digant unan bennak a vicher ambroug ur raktres.
C’hoariva a ver ar stignad-se. Da lâret eo emaomp karget : D’ober al liamm etre ar gomedianed hag ar skolioù (met pas atav, ur c’h/g.omedian.ez a c’hell mont e darempred e-unan gant skolioù zo hag ar c’hontrol). D’ober…