23 a viz Gouere 2025
D’an dastumadoù kentañ er skolioù hag en AHDOD e miz Ebrel 2024 betek e annez diwezhañ evit krouiñ war leurenn, etre an 12 ha 16 a viz Mae 2025 er Chapel Derezo e Brest, Sinet MARIELLE a teu da vezañ ur gwir arvest.
Erruet eo ar gomedianez Mona Caroff (Marielle er pezh-c’hoari) war he marc’h-houarn plac’h al lizhiri evit labourat gant Mai Lincoln (skritur) ha Lola Le Berre (senografiezh). Marielle a ra tro skolioù Breizh gant he marc’h-houarn evit klask resever ul lizher kollet. Ur pezh-c’hoari perzhiadek e brezhoneg eo, gouestlet da bublik ar skolioù. An droiad arvestoù er skolioù a grogo…
5 a viz Gwengolo 2024
Kerleon (Pentalone) a zo ur marc’hadour kozh ha pinvidik, hudur ha pizh. En e servij emañ ar Malek fin (Arlekin). Gouzañv gant goulioù varikoz, Kerleon a zo prederiet gant an Doktor, un den glorius ha dic’houest. Rozenn, gwreg Kerleon, a zo lesaet gant ar medisin. Ha Kerleon a zo o merc’hetañ Koulmig (Colombine), klañvdiourez-ti. Ur mab en deus Kerleon, Ilias (Flavio), studier war ar medisinerezh, e karantez gant Koulmig.
Ur c’hleñved-red nevez a zo deuet e kêr. Ret eo da K/gerleon bezañ ospitalizet e departamant ar C’helenner Meur Mezegiezh (Matamore)...
Roll an dud :
Ur pezh-c’hoari…
12 a viz Ebrel 2024
TRAEZH GWAREMM
anv un draezhenn er C’hap met ivez...
Traezh Gwaremm eo ar pevare pezh-c’hoari kinniget gant ar strollad Tro-didro, goude Maen war vaen, Re an tu all, ha Galnys pe priz ar gwad, bet nominet ar skrid anezhañ gant Yann-Fulub Dupuy da-geñver Prizioù dazont ar brezhoneg 2022.
SKRIVAÑ DIWAR LEURENN
Ar wech-mañ ez eus bet fellet deomp cheñch penn d’ar vazh ha mont diwar al leurenn d’ar skrid ha sevel ar pezh c’hoari a damm da damm diwar primc’hoariadennoù war un tem lakaet : hini un draezhenn a-zoug ar pevar c’houlz-bloaz ha kejadennoù dic’hortoz en aod.
AN ISTOR
Un…
20 a viz Gwengolo 2023
How to outwit a twit ? / Penaos divleupañ ur bajaneg ?
"Deus ar re flaeriusañ, deus ar re zroukañ koulz ha deus ar vilañ zo toud eo an Aotrou hag an Itron Twits, ha se er bed-holl. Kasaat kement tra a reont, ’met pa vez kont ha c’hoari troioù lous, tapet lapoused dibec’hed d’ober tourtelloù diwarne, pe neuze rediañ o zamm marmouz kaouidellet da zerc’hel war-bouez e benn an devezh-pad. Poazh eo Muggle-Wump, ar marmouz, gant kement-se, trawalc’h ! Arru poent eo kas an dorzh en-dro d’ar gêr !"
Gant an evned-margodennoù avat, e vo lipret da achap kuit ac’hann. Huñvreal e nijo kuit gante a ray,…
20 a viz Gwengolo 2023
Avantur ur grouidigezh war hentoù al laez…
Hentoù gwenn a gaso ac’hanomp war an hent gwall gevrinus ha nebeut anavezet, hini al laezh, evit diskoachañ kevrinoù a chom kuzhet en dourenn-mañ, un danvez bemdeziek evit kalz ac’hanomp, ha leun a souezhadennoù koulskoude. Hag «aour gwenn hor bed» a vefe al laezh neuze » ?
Hentoù gwenn un avantur liesvouezhiek a denn tro-ha-tro diouzh un enklask, un enhentadur hag ur gantreadeg. Mont a raimp war an hent eus Brest da Istanbul, eus pardon ar saout er Menez Du da dostalennoù Menez Taurus, eus garidennoù Mirdi an Denelezh da gavell al labour-douar…
14 a viz Ebrel 2023
Biskoaz kemend-all adarre ! Pezhioù c’hoari farsus
C’hoariva evit an holl, Hag a-nevez :
Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Bouzar pe Vud : Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per e gamalad a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut. Kresket ar bae : Paeet dister eo Yann en e stal. Bountet gant Maria e vaouez e kred mont da c’houlenn kreskiñ e bae digant rener ar stal. Goro ar saout : Jakez Kroc’hen ha Gwilhou…
6 a viz Genver 2023
Le Doute - Ar Mar hag ar Mor
Un arvest war ar c’hrouiñ...
Arvest "Le doute - Ar Mar hag ar Mor a zo "un enklask war vojenn Kêr Is. Kontañ a ra hor boemerezh a-stroll evit ar c’hêrioù lonket gant ar mor hag hol liamm forc’hellek evit an tudennoù merc’hed e danevelloù hengounel".
Pa oa bugel e oa bet klevet gant Lukaz mojenn liñvadenn kêr Is ur milion a-wech da nebeutañ. Ur wech erruet bras e oa bet goulennet digantañ kontañ an istor brudet d’e dro. Tapet eo neuze gant an douetañs hag e ved krignet : e peseurt bae e kousk ar gêr beuzet ? Piv eo Dahut e gwirionez ? Ha kontet hon eus pep tra…
6 a viz Genver 2023
An Albatroz Rumm : Kontadenn vusik gant tiretennoù Padelezh : 40 mn / 1e10 (hervezh an niver a diretennoù) Arvesterien : bugale (adalek 7 vloaz), krennarded, tud deuet Yezhoù : Stumm divyezhek galleg-brezhoneg (evit an holl) / stumm brezhonek Ouzh ar c’hontañ : Lukaz Nedeleg Ouzh boest an diaoul : Youen Bodros Sell diavaez : Gloria de Bélen Riquelme Efedoù Gouloù : Carolina Garel Carbelleira Un arvest eus : Kompagnunezh Safar & kenbroduiñ Strollad La Obra Gant souten : Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed, Pontekroaz, Landerne, festival Kann al Loar, Lesneven
An Albatroz eo un…
5 a viz Gwengolo 2022
Ur meskaj etre fent skrijus ha sonerezh pobl eo ar pezh-c’hoari-mañ hag a c’hoarvez e bed ar furlukin. Goude ur gwall reuz ekologel, an endro hag an denelezh zo bet distrujet. Nickel Crotte ha Sakapuss, daou furlukin anezho, a’z aio dre ar bed a-benn gallout sevel ur rouantelezh nevez. Evit mont war-raok eo ret dezho foetañ bro, bro al lastez... Arnodoù spontus ha dic’hortoz a vo ganto met pegen bras e vo o sotonioù !
Rumm : Teatr furlukin
Padelezh : 1 eurvezh
Arvesterien : Adalek 8 vloaz
Komedianezed : Tifenn Linéatte ha Gloria de Belén Riquelme
Produiñ : Strollad La Obra
Kinklañ :…
5 a viz Genver 2022
Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ.
Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ha sonaozour.
Ur pezh-c’hoari skrivet gant Goulc’han Kervella
"War c’houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c’hoari-mañ : e vab, 18 vloaz, a oa klañvet trumm diwar ar c’hleñved…
14 a viz Kerzu 2021
Un abadenn savet penn-da-benn gant Strollad Kallag diwar ur gontadenn deus Kambodja.
Graet eo bet ar margodennoù gant Gepetto ha Virginie.
20 a viz Kerzu 2019
Abadenn margodennoù
Ur gontadenn hengounel deus Breizh eo Luduennig.
Kontañ a ra penaos e teuas ur c’hoadour deus Kreiz-Breizh da vezañ roue Frañs.
Savet eo bet an abadenn a-ratozh evit ar vugale deus ar skol-vamm betek ar CM2.
Un abadenn gaer an hini eo, gant gouleier, sonerezh ha kanaouennoù. Lakaet e vez an arvesterien da gemer perzh enni.
16 a viz Mezheven 2018
Setu parodienn un istor marc’heien ma vo lakaet ar sellerien ba’r jeu, skrivet ha c’hoariet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan eus Strollad Kallag, gant gwerzennoù tennet deus ar pezh orin : "Buhez ar pevar mab Emon".