Ar spontailh
- Padelezh : 2e00
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 5
- Merc’hed : 2
- 3 akt.
- diviz :
- 10 divizoù. en akt 1
- 7 divizoù. en akt 2
- 16 divizoù. en akt 3
Tudennoù :
- Herri Gwionvarc’h
- Mestr an ti. Un den bras ha kreñv, treut ha moal. 55 bloaz. Mourennoù ha barv
- Fañch
- Mab Herri ha God, un den yaouank
- God
- Gwreg Herri. Ur vaouez lart ha kreñv, blev war wennaat.
- Anna
- Merc’h Herri ha God. Ur plac’h koant, 22 vloaz.
- An aotrou Salaun
- Ar medisin, un den kozh, laouen ha sart
- Yann an tremenner
- Paotr yaouank
- An aotrou kozh
- An Ankou. Blez gwenn-kann. War-dro 60 vloaz
Diverrañ :
Ar spontailh zo daet da vout un den gwir, pried Anna. Hag an Ankoù a zay da c’houlenn e c’hopr.
Arvest 1.
Deiz Gouel an Holl-Sent. Anna zo dougerez, met aet eo kuit an tad (Yann e anv), un den dimezet eus Gwengamp. God, he mamm, zo o vont da lâr an traoù d’he gwaz ha d’e lakaat da blediñ da zegemer ar c’hrouadur o tont. Aon o deus ar wreg hag ar verc’h rak Herri. Hennezh zo o tont tre, gantañ ur spontailh emañ o kempenn. Anna zo aet da guzhat. God he deus bec’h da ziskuilhañ ar wirionez ha neuse e ta Anna er sal da glask lâret an traoù d’he zad, droug ennon e keñver e verc’h. Un taol krenn a glever ha dont a ra un den en ti, an aotrou kozh, a oa o klask e hent. Degemeret eo en ti evit netra da ziskuizhañ ha da zebriñ.
Hennezh eo an Ankou : ha kinnig a ra dezhe kavout ur gwaz d’ar c’hrouadur o tont. Anez-se e vo embannet ar brud fall e pep korn ar barrez. N’eo ket troet Anna da zegemer da pried un den all evit Yann. Anna hag ha mann a ya kuit. Reiñ a ra an Ankou ur sac’had aour d’an tad. Ne heller ket kas an Ankou kuit : Herri a bled dirazañ ha graet ar marc’had : kavet e vo ur gwaz evit Anna, kemeret e vo ar sac’had aour. Met an Ankou ne ra ket netra evit netra : un deiz bennak e tay da c’houlenn e c’hopr.
Dirak daoulagad God ha Herri e ro an Ankou buhez d’ar spontailh, daet da vout un den gwir : Yann e anv, a zo bet martolod, met kollet e envorennoù gantañ. Anna ne oui ket ar wirionez hag an Aotrou a ginnig ar paotr yaouank evel e niz. Plediñ a ra ar verc’h d’e gemer da bried, met biken ne vo karet ganti.Arvest 2.
E-kerzh an hañv. Ganet eo ar babig teir sizhun zo, hag an dud kozh a zo war e dro gant karantez. Emaint o komz diwar-benn Yann : un den a feson eo ar paotr, labourat a ra mat, met beb tro e ya davet ar bugel e vez ar c’hrouadur o ouelañ. Un den iskis eo Yann : e-pad noz e vez gwelet a-wechoù, difiñv ha mut, evel ma ne vehe ket mui buhez ennañ...
O tont en-dro deus o labour emañ Herri, Yann, Anna ha Fañch o komz ouzh an daol, ha Yann da gontiñ istorioù martoloded... pa’z eont kuit e c’houlenn Anna gant he zad lâret ar wirionez dezhi war gont he gwaz.
Ar mab Fañch a labour war an dachenn, o poaniañ, ha biken ne vo kavet gwreg ebet a soñj dezhañ, start e vuhez. Jeu a sav etre Fañch hag e dud war sujed ar sac’had aour, a hellehe bezañ implijet, kentoc’h evit chom hep ober netra gantañ, met da Herri da ziviz.Arvest 3.
E miz C’hwevrer. Klañv eo ar bugel ha ne ya ket an traoù war an tu mat.
Anzav a ra Anna d’he mamm e kar Yann : tamm ha tamm zo bet savet karantez en e geñver, met hennezh ne oui netra ebet. Daet eo ar medisin da welet ar bugel met hervezañ n’eus spi ebet... ne oui ket petra zo gant ar paour kaezh : un dra dreist-natur zo bet tapet gantañ.
Dont a ra tre an Aotrou Salun da heul ar medisin. Daet eo da gemer un ene, hini God... ha n’eus ket da stourm ! Ma tay God d’e heul e vo pareet ar bugel, na ma ne ya ket gantañ e lako ar bugel da vervel hag Anna ivez.
Daet eo Anna, ha trugarezkaat a ra an aotrou evit ar pried roet dezhi, anzav a ra ar garantez he deus en e geñver.
Klazk a ra an aotroù sachañ Yann d’e du da vont gantañ. Graet ar marc’had etre an daou : gant ma yay Yann gant an aotrou e vo pareet ar bugel, ha beviñ a ray Anna hep brubuilh ebet.
Aet eo kuit Yann, ha pareet ar bugel. Hag er maez e vez kavet ar spontailh divuhez. Anna a c’houlenn e-menn emañ aet kuit he gwaz. Un tamm diwezhat e oa evit lâret he c’harantez, dleet a vehe dezhi bezañ er lâret abretoc’h...Kinkladur :
Kegin ur vereuri e Bro Dreger. Un oaled (arvest 1 : tan zo).
Ur prenestr (glav a ra).
Un diri da vont d’ar gambr, ha dor kambr al laez d’an tu all.
Un daol, ur bank a beb tu, ur skabell. Ur orolaj.Ar pontailh, ment un den, gwisket gant ur bragoù kozh, ur porpant. E benn zo ur irvinenn-saoz kizellet. Un tog.
Ur valizenn gartoñs gant Anna.
Traoù da zebriñ ha da evañ : kig, chistr.
Ur sac’had aour.Ur pallennig glas, ar bugel ennañ.
Gwiskamentoù :
- Herri Gwionvarc’h
- Tog ar sul, bragoù mezher du, jiletenn ha stammenn nevez, roched gwenn, botoù-koad. Korn-butun
- Fañch
- Dilhad labour gantañ.
- God
- Koef Bro Dreger, justenn vezher du, broc’h du, davañjer glas, botoù-koad.
- Anna
- Broc’h du, rokedenn lien gwenn, dantelezh, botoù-ler nevez.
- An aotrou Salaun
- (arv.3 hepken) Porpant mezher teñval, jiletenn wenn, bragoù berr da vont war varc’h, heuzoù-ler, manegoù feuret, ur vantell vlev, un tog-meloñs. Lunedoù. Ur valetenn gantañ.
- Yann an tremenner
- Dilhad pemdeziek gantañ.
- An aotrou kozh
- Un tog gleb( akt1), ur vantell, dilhad brav un den pinvidig : jiletenn brav, chadenn aour…
Sonerezh ha trouzioù :
Trouz an Ankou o tont.
Titouroù ouzhpenn :
Al Liamm, Ar Baol. 1950.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. Bloavezh : 1950.
- Ti-Embann : Al Liamm-Tir na n-og. Bloavezh : 1952.