En-dro da Vari-Sent
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 2
- Merc’hed : 2
- 1 akt
Tudennoù :
- Fañch
- Ur paotr sioul hag abaf, o vevañ diaes war e dammig leve
- Jobenn
- E vatezh
- Ar gammez
- Un amezegez
- Alan
- Un amezeg
Diverrañ :
Krediñ a ray Fañch mont da welet Mari-Sent ?
Fañch en deus graet e soñj dimeziñ. Komz a ra gant e vatezh, Jobenn, hag e c’houlenn ganti petra vez lâret war e zivout gant tud ar barrez ; ha goap a vez graet dioutañ ? Goulennet en deus dilhad brav evit mont da zimeziñ.
Ar gammez a za tre. Honnezh he deus kavet ur plac’h da zimeziñ gantañ : Mari-Sent. Ur plac’h a-feson e tle bezañ met luziet eo paotr : ne fell ket dezhañ mont d’he gwelet : seizh den zo dija war he zro.
Alan a za tre. int o-zri a glask lakaat ar paotr Fañch da welet ar plac’h-se. Met bec’h o deus gant ar paotr.
Evit pleustriñ Fañch e c’hoariont evel ma vehe ar paotr o welet dañvez e wreg. Met n’eo ket Fañch evit lâret traoù dereat. Alan a ziskouez dezhañ petra lâret. War-nes mont d’he welet emañ : met en em wiskañ zo un afer all ivez hag emañ arru skuizh an dud gantañ.
E fin ar gont e ya Alan e-unan davet ar plac’h ; pa wel Fañch an dra-se eo troet da skrivañ d’ar plac’h met evel ma tegouezh bepred en deus diegi hag e chom hep hen ober. Mont a ra war e wele en-dro...
Goap a vo graet dioutañ gant tud ar vro e soñj ar paotr, pa welont en deus goulennet dilhad ha botoù kaer gant ar c’hemener ha gant ar c’here... ha setu eñ troet e spered da vont da welet Mari-Sent.Kinkladur :
E kambr Fañch emeur. Ur gwele, linselioù bountet er lost, ur prenestr. Un daol vras, ur gador, div skabell. Stabel e pep lec’h ha war an daol : asiedoù lous... taolennoù war ar mogerioù.
Peadra da evañ ur banne.
Gwiskamentoù :
N’eus ket a ditouroù resis. Dilhad pemdeziek gante.
Dilhad Fañch zo er gambr evit m’en em wisko e-kerzh ar pezh-c’hoari.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 23. Bloavezh : 1950.