Tri devezhour evit an Eost
- Padelezh : 1e30
- Niver a dudennoù : 11
- Paotred : 8
- Merc’hed : 3
- 2 akt.
Tudennoù :
- Erwan Tregoat
- Ur paotr
- Gweltas Tregoat
- E vreur
- Mari Mengi
- Ur plac’h yaouank ha koant. Gwreg Gweltas.
- Paotr e gordenn
- Paotr e flac’h
- Paotr e gontell
- Job
- Ur martolod
- Soazig
- Ur plac’h yaouank
- Malgorn Gozh
- Ur paotr kozh
- Mon Koadoù
- Ar vatezh
- Ur pesketaer
- Un den o tremen
Diverrañ :
Kasoni a vag Erwan ouzh e vreur, ha karout a ra e wreg. Daet eo tri faotr spontus da ginnig dezhañ lazhañ ar c’houplad.
Akt I.
Erwan ha Gweltas, an daou vreur, a labour war un tachenn e bro Dreger. Ret eo kavet tri devezhour evit an Eost, da sikour gante war an dachenn. Erwan n’en deus ket c’hoant d’o c’hlask ; d’e vreur d’ober. Dimezet eo Gweltas da Vari, hag Erwan, kamm hag abaf, zo cholet kozh paotr-yaouank. Jeu zo etre an daou vreur.
Anzav a ra Erwan da Vari e garantez en he c’heñver, kushet gantañ abaoe pell. Met Mari a chomo feal d’he gwaz. Drouk e ta Erwan da vout ganti hag e ya kuit ar plac’h.
Job ha Soazig, d’o zro, zo war al leurenn : garantez a zo etreze. Un emgav a ginnig ar paotr d’he muiañ-karet, da noz.
Daet eo Erwan adarre, ha manet kousket... pa arru tri den. C’hoari a reont gantañ : pep tra a vez gouezet ganto : ar garantez en deus evit Mari, ar gasoni evit e vreur, hag e lâr an tri den a vez graet goap outañ e kement lec’h ar barrez, hag en davarn, lec’h m’o deus klevet kement-mañ. An tri den-se o deus c’hoant da labourat : gouzout a reont ivez e vez klasket amañ tri devezhour evit an Eost. E fin an diviz e kinnigont d’Erwan lazhañ Mari ha Gweltas. Ne ro ket ar paotr e aotre met war-nes en ober emañ... Judas, Kaïn hag an Ankoù eo an tri den-mañ ha lâret a reont d’ar paotr n’en do nemet lâret ur ger evit ma vo lazhet e vreur hag e wreg.Akt II.
Emañ Gweltas ha Mari o komz. Pa wel Mari ar fiziañs en deus he gwaz en e vreur e tibun dezhañ ar wirionez, pezh zo degouezhet etreze an deiz all.
Erwan a arru gant an tri devezhour. Mari a ya gante o-zri, da ziskouez dezhe lec’h ma vint o kousket. Erwan a chom gant e vreur hag ur pennad komz hir zo etreze : gouzout ar wirionez a fell da Weltas. Hennezh en deus c’hoant da gas kuit e vreur. E fin an taol e pok an eil d’eglie : divizet eo bet e yay kuit Erwan war-lerc’h miz Eost.
E-pad ar pred : an daou vreur, Mari, hag an tri devezhour. Kaoz zo deus ar brezel, hag al labour d’ober. An daou bried a ya da gousket hag e chom an tri devezhour gant Erwan.
Kaer o deus pouezañ, ne lâr ket Erwan e ger c’hoazh evit lazhañ Mari ha Gweltas. C’hoari a reont kartoù, hag an hini a yay ar maout gantañ a hellay dibab petra ober. Kollet en deus Erwan : n’asañta ket, met ne lâr ger ebet kennebeut, hag e ya an tri den da lazhañ Mari ha Gweltas en o gwele. Erwan a chom er sal.
Daou anezhe zo aet kuit hag e chom paotr ar gordenn gant Erwan. En em grougañ e ray ? Mon, ar vatezh, a za en ti, spontet bras p’he deus gwelet an daou baotr o tremen er vourc’h e-pad an noz, hag hi da vont da gousket en-dro en he zi.
Aet eo kuit paotr ar gordenn, hag Erwan a gomz e-unan... « pelec’h emañ ar gordenn ? »Kinkladur :
Akt 1 : ur c’hroazhent war ar maez. Ur c’halvar e kreizh al leur-c’hoari. Ur feunteun, ul lanneg, ur c’hleuz. Er foñs e vez gwelet ar vourc’h, ar mor.
Akt 2 : ur vereuri. Ur chiminal, ur bank-tosel a bep tu.
Pazennoù da vont d’ar gambr. un nor da vont da gambr al laez.
Ur prenestr.
Un daol vras, ur bank a bep tu.
Ouzh ar voger : togoù brezel, ur fuzilh, skeudennoù santel.Gwiskamentoù :
- Erwan Tregoat
- Dilhad ar pemdeiz, evit labourat
- Gweltas Tregoat
- Ivez
- Mari Mengi
- Ur baner ganti.
- Malgorn Gozh
- Un akordeoñs hag ur sac’h. Ur c’horn butun
- Mon Koadoù
- Dilhad ur vatezh
- Paotr e gordenn
- Paotr e gontell
- Paotr e flac’h
gant o zri : pennoù vil, dilhad lous hag uzet.
- Paotr e flac’h
- zo ur pikol den, kleizennet e benn.
Sonerezh ha trouzioù :
Klevet e vez o vont hag o ton war an hent, hep o gwelet.
Malgorn Gozh o seniñ akordeoñs.
Ar c’hi o yudal.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 16. Bloavezh : 1949.
- Ti-Embann : Al Liamm. no 17. Bloavezh : 1949.