Gwener ar groaz
- Padelezh : 45 mn.
- Niver a dudennoù : 9
- Paotred : 5
- Merc’hed : 3
- Bugale : 1
- 1 akt
Tudennoù :
- Miriam
- Ur vaouez kozh ha gweñvet.
- Simon
- Barrabas
- Ar soudard roman
- Eleazar
- Zadok
- Ur c’hozhiad, blev, mourennoù ha brav gwenn-kann. Doare fall gantañ
- Rebekka
- Ur vaouez.
- Salome
- Ur vaouez all.
- Noemi
- Ur grenardenn vihan
Diverrañ :
On, war-lerc’h marv Jezus. Sonjoù hag alioù disheñvel pep hini a-ziwar Jezus, e gomzoù, ha penaos kompren e zeskadurezh.
Gwener ar groaz e Jeruzalem. Emañ Miriam o c’hortoz he gwaz, Simon, ar c’here. Hennezh a za tre, en ur stad fall ha nec’het : emañ o tont deus ar c’halvar lec’h m’eo bet krusifiet Jezus. Miriam zo aet kuit ha dont a ra Barrabas. Leun a glac’har hag a geuz emañ Simon o soñjal eo marv Jezus dre o faot dezhe, dre faot pep hini.
Ur soudard roman a za tre, da gemer e c’houriz en-dro digant Simon. O komz o zri emaint e-pad ur pennadig : soudarded zo bet lakaet dirak bez Jezus a-benn d’e gorf chom hep bezañ laeret met Simon a gred e tay Jezus da vuhez en-dro evel m’en doa lâret : disheñvel e weler an traoù hervez ma veer diouzh tu ar romaned pe diouzh tu ar yuzhevien. Ar soudard a ya kuit.
Eleazar a za tre : hennezh ha Simon zo o tisplegañ o soñjoù a-ziwar Jezus : Bremañ m’eo aet da varv, petra eo, ha petra eo bet o flas en e geñver ? A-benn tri devezh e tay en-dro da vuhez... Barrabas en deus mennozhioù disheñvel evit re Eleazar ha Simon.
Zadok a za tre. Hennezh a zispleg soñjoù disheñvel c’hoazh war gont Jezus ha mont a ra kuit. Barrabas hag Eleazar a a kuit d’o zro : evel-se o deus komprenet gerioù Jezus, hag evel-se e klaskont mont war-raok gant e zeskadurezh.
Simon zo e-unan bremañ, ha tuchantig e arru Miriam. Simon a laosk pep tra ganti e ya kuit d’e dro. Miriam a chom he-unan er stal.Kinkladur :
E ti Simon emeur. Ar pondalez sklerijennet gant an heol. Kaer an amzer. Ur ballenn-dor e don al leurenn da vont d’ar stal ha da gambroù all an ti. Un dek pazenn bennak da vont d’ar straed, un tamm uheloc’h. Ur peul maen d’an tu all, hag ur sichenn ledan a-walc’h evit azezañ warni. Ar c’houez o sec’hañ war ur gordenn. N’eus taol ebet, na bank, na kador.
Peadra da evañ, da zebriñ.
Gwiskamentoù :
Dilhad evel ma oa ar c’hustum da vare Jezus.
- Barrabas
- Ur gontell gantañ.
- Zadok
- Dilhad gwenn. Solennoù nevez
- Ar roman
- Dilhad soudard gantañ. Ur gouriz-kleze.
Sonerezh ha trouzioù :
Son ar trompilh.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 25. Bloavezh : 1951.