Erin Go Bragh
- Padelezh : 25 mn.
- Niver a dudennoù : 5
- Paotred : 5
- 1 akt
Tudennoù :
- Kennedy
- Casey
- Ellis
- O’Hara
Pevar brogarour eus Iwerzhon
- Ar porzhier
Diverrañ :
tre brogarourien a vro Iwerzhon. Gwerzhet eo bet ar strollad gant unan bennak : piv eo ?
E bro Iwerzhon, en ur burev. Emañ tri brogarour pedet gant O’Hara d’e c’hortoz en e vurev, hep postiolenn ebet gante. N’ouiont ket perak int bet galvet. War-lerc’h un pennadig emañ O’Hara o tont tre.
Ur raktres o deus da gas da benn fenoz : un taol evit lazhañ ur saozon. Met ne vo ket graet an taol : diskouez a ra O’Hara ul lizher d’e gamaraded, bet kaset gant ur brogarour all da gelaouiñ int bet gwerzhet gant unan anezhe : galvet eo bet ar polis, ha ma’h int davet ar saozon-se evit e lazhañ e vint taped o-fevar gant ar polis. Piv eo an torfed en doa gwerzhet ar re all ?
Touiñ a ra pep hini n’en deus lâret ger ebet da dud all. Met neoazh eo bet lâret gant unan. Petra ober ?
Ar porzhier a stok doc’h an nor. Ha ma vehe hennezh an dorfed ? Goulennet eo gantañ mont da glask glaou. O’Hara a ginnig d’an dorfed en em ziskouez : ha ne vo graet droug ebet dezhañ ma vez diskuiliet ar wirionez gantañ... met den na gomz.
Soniñ a ra ar pellgomzer. O’Hara a gomz gant Padrig (an hini en deus lâret d’O’Hara int bet gwerzhet gant unan bennak). Lâret a ra O’Hara d’an tri all, e oui bremañ piv eo an torfed. Diouzhtu setu Ellis o tapout pistolenn O’Hara ha da c’hourdrouz ar re all. Met O’Hara a zispleg ar wirionez : ne oa ket o komz gant Padrig met gant e vatezh, gourc’hemennet dezhi pellgomz evit c’hoari an taol-mañ, a-benn gouzout da vat piv eo an torfed.
Tennañ a ra Ellis met goullo eo ar bistollen. Unan all a zo gant O’Hara, boledoù gwir enni, ha setu eñ o tennañ war an torfed.Kinkladur :
Burev-keñwerzh ur pikol ti eus Bro Iwerzhon.
Ur prenestr, un nor, ur fornigell.
Ur burev bras, kadorioù ha kadorioù-brec’h. Un daol warni ur mekanik-skrivañ, ur pellgomz.
Kazetennoù.
Skritelloù war ar mogerioù : mekanikoù da labourat an douar.Gwiskamentoù :
Dilhad goañv gante, ur vantell-c’hlav gant O’Hara
Sonerezh ha trouzioù :
Ar pellgomzer.
Trouz ar bistolennTi-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 70. Bloavezh : 1958.