Lizher Kelaouiñ C’hoariva miz Even 2015

Deiziataer evit an 30 devezh da zont

 

Agenda des 30 prochains jours

Dede Koad et Cie

 

Dédé Koad et Cie

gant Choukibenn Un abadenn kontadenn dirollet gant « bidouilh » ha sonerezh ! Kont a ra istor Dédé : un den barrek d’en em zibrouilh atav gant e ijin hag e daouarn ampart ! Evit piv ? Bugale adalek 3 vloaz betek… pell ! Gouzout hiroc'h
  • 30 mai 2015 11:00
  • KRAON
par Choukibenn

Ce spectacle associe conte, musique et bidouille pour expliquer la vie d’un personnage fantasque : Dédé !

Public : enfants à partir de 3 ans jusqu’à... vieux !

Lire la suite
  • 30 mai 2015 11:00
  • CROZON

An hentenn

 

An hentenn - La méthode

gant Biz ar Glav Emgav diwezhañ ur bodad tuta evit dibab rener ar gwerzhioù en un embregerezh liesvroadel. Pevar den zo war ar renk. Roet e vez ar reolennoù tuta dezho : spiañ, c’hoari rolloù, ober van da aozañ ur “psikoterapi” a-stroll… Tamm ha tamm e reont gwelloc’h anaoudegezh an eil gant egile. Gouzout hiroc'h
  • 30 mai 2015 15:00
  • PLONEOUR-LANWERN
par Biz ar Glav Dernier entretien d’embauche pour un poste haut placé à la direction commerciale d’une multinationale. Quatre candidats se verront donner les modalités de recrutement : espionnage, jeux de rôle, simulacre de psychothérapie collective, tout y passe et les personnages se dévoilent peu à peu. Lire la suite
  • 30 mai 2015 15:00
  • PLOUNEOUR-LANVERN

Orkestr Stalabard

 

Orkestr Stalabard

gant C’hoari Las Pleustradenn ziwezhañ a-raok ar sonadeg vras. Ur mestr strizh o klask ren sonerien didalvez o c’hoari las. En abadenn kabaret-mañ e welfet troioù-kaer a bep sort, reoù gamm ha reoù dort. Gouzout hiroc'h
  • 30 mai 2015 18:00
  • PLONEOUR-LANWERN
par C’hoari Las Comédie. Dernière répétition avant le grand jour de la première pour l’orchestre "Stalabard". Le chef strict s’efforce de tirer quelque chose de ses musiciens pas décidés à se mettre au boulot, un spectacle de cabaret plein de surprises, surtout des vertes et des pas mûres. Lire la suite
  • 30 mai 2015 18:00
  • PLONEOUR-LANVERN

Abadenn c’hoariva ha sonerezh liseidi Diwan Karaez

 

Spectacle de théâtre et de musique des lycéens de Diwan Carhaix

gant Strolladoù ar re yaouank Ha petra ’vez graet gant liseidi Diwan ? Evit e c’houzout kit d’an nozvezh-se . Dizoloet e vo ganeoc’h : tri fezh-c’hoari hag un abadenn sonnerezh. Gouzout hiroc'h
  • 3 juin 2015 20:30
  • KARAEZ
par Strolladoù ar re yaouank Mais que font donc les lycéens de Diwan Carhaix ? Pour le savoir n’hésitez pas vous rendre à cette soirée afin de découvrir : trois pièces de théâtre et un concert. Lire la suite
  • 3 juin 2015 20:30
  • CARHAIX

Staj war teknikoù an Teatr Forom - Teatr ar re Wasket

 

Stage Théâtre Forum - Théâtre de l’Opprimé

gant Strollad Paritito C’hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc’h un eil staj war teknikoù an teatr forum (teatr ar re wasket) d’ar 6 ha 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo. Goude ur staj kentañ e miz Here 2014 e kendalc’himp da labourat war an teknikoù-se met ’n eus ket ezhomm bezañ heuliet ar staj kentañ evit ober ar staj-mañ. Evit gouzout hiroc’h ha/pe lakaat ho anv : 06 38 78 35 15 pe o skrivañ amañ Gouzout hiroc'h
  • 6 juin 2015 10:00
  • LANDELO
par Strollad Paritito C’hoariva et la troupe Paritito vous propose un second stage sur les techniques du théâtre forum - théâtre de l’opprimé le 6 et 7 juin 2015 au Presbital kozh de Landeleau. Après un premier stage au mois d’octobre 2014 nous continuerons à travailler sur ces techniques. Nul besoin d’avoir suivi le 1er stage pour s’inscrire à ce stage-ci. Pour plus de renseignements et/ou vous inscrire : 06 38 78 35 15 ou écrire ici Lire la suite
  • 6 juin 2015 10:00
  • LANDELEAU

Gwreg an toer ha Marvailh an ene naonek

 

Gwreg an toer et Marvailh an ene naonek

gant Ar Vro Bagan Ar Vro Bagan a ginnig un abadenn tro dro d’ar c’hoariva Tangi Malmanche (unan eus ar pouezusañ skrivagner brezhonek e-keñver c’hoariva). Gouzout hiroc'h
  • 13 juin 2015 20:30
  • PLOUZENIEL
par Ar Vro Bagan Ar Vro Bagan propose deux pièces autour du théâtre de Tangi Malmanche (un des plus importants écrivains de théâtre breton). Lire la suite
  • 13 juin 2015 20:30
  • PLOUDANIEL

8vet Devezh C’hoariva ar skolajidi

 

8ème Journée théâtre des collégiens

gant Strolladoù ar re yaouank Bep miz Even e vez aozet gant C’hoariva un devezh gouestlet d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol. Tro o deus da ziskouez war ul leurenn o labour c’hoariva ar bloavezh d’o c’hamaladed all. Bep bloaz e vez bodet etre 120 ha 150 skoliad eus an holl hentennoù. Digor eo an devezh-se d’an holl (ha digoust). Gouzout hiroc'h
  • 18 juin 2015 10:00
  • GOUENOU
par Strolladoù ar re yaouank C’hoariva organise, chaque mois de juin, une journée dédiée aux collégiens qui font du théâtre à l’école. C’est l’occasion pour eux de montrer sur scène à leurs camarades leur travail théâtral de l’année. Cet événement rassemble chaque année entre 120 et 150 collégiens. Journée ouverte à tous (et gratuite). Lire la suite
  • 18 juin 2015 10:00
  • GOUESNOU

Keleier C’hoariva

 

Infos C’hoariva

Re an tu all : ul levr + ur CD embannet

 

Re an tu all - Ceux de l’autre côté : Edition d’un livre + CD

Yann Fulub Dupuy en deus skrivet ha leurennet ar pezh-c’hoari Re an tu all evit ar strollad Tro Didro. Gallout a reoc’h adkavout an destenn hag ar pezh enrollet gant komedia/ned-nezed ar strollad en ul levr-CD. Ti-embann an Alarc’h. 9€ an tamm.

Evit gouzout hiroc’h :
Kuzul ar Brezhoneg
ha chomlec’h C’hoariva
Mont e darempred gant an oberour : skrivit deomp.

Yann Fulub Dupuy a écrit et mis en scène la pièce Re an Tu All - Ceux de l’autre côté pour la troupe Tro Didro. Vous pouvez désormais retrouver le texte et la pièce enregistrée par les commédien/s-nes de la troupe dans un livre-CD. Editions An Alarc’h. 9€.

Pour plus de renseignements :
Kuzul ar Brezhoneg
et le site de C’hoariva
Entrer en contact avec l’auteur : écrivez-nous.

Privezioù Publik o tostaat emañ an devezh D

 

Privezioù Publik le jour J approche

War an hent mat eo krouidigezh nevez ar strollad Paritito.
Goude lennadenn bublik Privezioù Publik en ur sal leun chouk e Montroulez, ar strollad a gendalc’ho gant labour krouiñ ar pezh e-kerzh ur rezidañs hag a vo dalc’het etre an 22 hag an 30 a viz Even er Chapel Derezo e Brest.
Lakit ur groaz en ho teiziataer : d’ar 4 a viz Gouere e vo c’hoariet ar pezh evit ar wech kentañ en Eskivien.

M’ho peus c’hoant heuliañ traoù nevez ar strollad kit da weladenniñ :
o blog pe
o fajenn fasbouk

La nouvelle création de la troupe Paritito est bien partie.
Après la lecture publique de Privezioù Publik devant une salle comble à Morlaix, la troupe continue son travail de création de la pièce. Ils seront en résidence à la Chapelle Derezo à Brest entre le 22 et le 30 juin.
Faites une croix dans vos agendas, un noeud dans votre mouchoir : la première aura lieu le 4 juillet à Esquibien.

Si vous voulez suivre l’actu de la troupe, visitez :
leur blog ou
leur page facebook

Eskemm European war ar skasoù

 

Echange européen sur échasses

Kinniget e vo gant strollad La Obra un eskemm c’hoariva etrevroadel evit ar vrezhonegerien yaouank e pad vakañsoù an diskar-amzer 2015 e Douarnenez.
E Bro Brandeburg, e kichen Berlin, e miz du 2015.
E Bologne e-pad vakansoù Pask 2016.
Ne chom ket kalz a blasoù !
Titouroù :
Enskrivadurioù digoret d’ar vrezhonegerien etre 14 ha 18 bloaz.
100 € evit pep sizunvezh (bod ha boued)

Mont e darempred gant Mari-Biela Galès 09.52.56.31.25 – 06.64.87.20.73 pe dre vail

Strollad La Obra organise à Douarnenez pendant les vacances d’automne 2015, un échange européen sur échasses destiné aux jeunes bretonnants.
Dans le Brandebourg, près de Berlin, durant le mois de novembre 2015.
A Bologne, durant les vacances de Pâques 2016.
Il reste très peu de places !
Informations :
Inscriptions ouvertes aux jeunes bretonnants de 14 à 18 ans.
100 € par semaine, comprenant repas et hébergement.

Contact : Mari-Biela Galès 09.52.56.31.25 - 06.64.87.20.73 ou par mail

5 pezh da zizoloiñ dre zegouezh en hon diazlec'h

   

Kereour Gwidel gant Auffret Joseph

   

En ozeganned - Ar c’hornandoned gant Ar Bayon Job

   

Sehor gant Mevel Per Mari, gant Rozmor Naig

   

Kristof ar C’hreñv gant De Carné Adrien

   

Ar bern keuneud gant Duval Anjela

   

archive newsletter