Miz Kerzu deomp er salioù du. Hag evit sklerijennañ hon c’halonoù setu un nebeud keloù fresk.
- Liseidi Karaez a zo war an hent e-pad ar sizhunvezh evit kinnig o fezh-c’hoari nevez. Kit d’o gwelout ma tremenomp en ho pro.
- La Obra a zo o tilojañ. Chom a reont e Pontekroaz met cheñch a reont evit burevioù brasoc’h ha bravoc’h.
- Strollad Kallag a dreiñ gant e bezh nevez Artichoed ar Maharaja ha gant an enklask polis c’hoariet asambles gant Strollad Gweleskin (Piw, Penaos ha Petra ?).
- Ur pezh-nevez a zo war ar stern gant strollad Tro-Didro.
- Strollad Madarjeu a zo o krouiñ ur pezh evit ar yaouankiz met plijet e vo ar re vras gantañ ivez.
- Teatr Piba a zo o labourat war ur raktres bras gant kompagnunezhioù hag a c’hoari e yezhoù minorelaet all eus Europa.
- Ar Vro Bagan a c’hoario Ar Basion Vras e miz Meurzh e Montroulez.
- "Safar" ! Ur strollad nevez a vicher a zo o tiwanañ. Muioc’h a ditouroù e 2023…
Berr ar mennozhioù evit ho profoù nedeleg ? Soñjit en arvestoù c’hoariva hag er stajoù. Emaomp o labourat evit kinnig ur programm stajoù digor d’an holl.
Hetiñ a reomp d’hol lennerien ur penn bloaz laouen ha c’hwek.
Mois de décembre (mois noir en breton) allons dans les salles de spectacle. Et pour éclairer nos cœurs voici quelques nouvelles fraîches.
- Les lycéens de Diwan Carhaix sont sur la route durant toute la semaine pour présenter leur nouvelle pièce de théâtre. Allez les voir s’ils passent dans votre coin.
- La Obra déménage, mais pas pour très loin, car ils restent à Pont-Croix et intègrent des bureaux plus adaptés.
- Strollad Kallag tourne avec sa nouvelle pièce "Les artichauts du Maharaja" et avec l’enquête policière "Qui, Comment, Quoi" jouée de conserve avec Strollad Gwerleskin.
- Une pièce est en préparation avec la troupe Tro-Didro.
- Strollad Madarjeu est en création d’une pièce jeunesse mais qui plaira aussi aux adultes !
- Teatr Piba travaille sur un gros projet avec d’autres compagnies qui pratiquent en langues minoritaires d’Europe.
- Ar Vro Bagan jouera La Passion en mars à Morlaix.
- "Safar" ! Une nouvel compagnie professionnelle est née. Plus de renseignements en 2023…
Vous vous creusez les méninges pour vos cadeaux de noël ? Pensez à des spectacles de théâtre ou des stages. Nous travaillons à des propositions pour l’année qui vient.
Nous souhaitons à nos lecteurs une joyeuse et douce fin d’année.