Nevezentioù a vo da zizoloiñ ar miz-mañ !
- Strollad ar vro Bagan a ginnigo e bezh nevez "Ahu ar bugel mogn",
- Kompagnunezh Safar a roio un tañva eus al labour boulc’het evit sevel e bezh da zont,
- An Teatr Piba a vo war leurenn Ti ar c’hoariva Brest evit abadennoù kentañ e arvest nevez,
- Ha ma emaoc’h kostez Roazhon e chom un nebeud plasoù evit staj Mael Diraison ha tremen ur sulvezh ha ne vo ket kavet hir hoc’h amzer.
- N’ho peus ket gwelet c’hoazh ar pezh Piw, penaos ha petra ? Redit d’e welout e-penn kentañ miz Kerzu. An abadenn ziwezhañ a vo.
Profitañ a reomp evit hetiñ da Strollad Kallag un deiz-ha-bloaz laouen evit e dregont vloaz !!
Des nouveautés à découvrir ce mois-ci !
- La troupe Ar Vro Bagan proposera sa nouvelle pièce "Ahu l’enfant manchot",
- La compagnie Safar donnera un avant-goût de sa pièce en devenir,
- Teatr Piba sera sur la scène de la Maison du Théâtre de Brest pour la première de son nouveau spectacle.
- Et si vous êtes du côté de Rennes, il reste quelques places pour le stage avec Mael Diraison, pour un dimanche où l’on ne s’ennuiera pas.
- Vous n’avez pas encore vu la pièce Piw, penaos ha petra ? Courez la voir début décembre, ce sera la dernière séance.
Et nous profitons pour souhaiter un joyeux anniversaire au Strollad Kallag pour ses 30 ans !!