Ar mizioù du a zo o tostaat… Gant priz an energiezh a zo o kreskiñ kit da ziskornañ ho kalonoù e salioù arvest. Se a raio vat d’ar gomedianed ivez !
Peadra ho po d’ober : gant strollad Kallag ha Gwerleskin ("Piw ? Penaos ? ha Petra ?"), pe strollad Kallag e-unan ("Artichoed ar Maharaja").
Gant ar c’hompagnunezhioù c’hoariva a-vicher : La Obra ("Ar Roueed lastez", "An Albatroz", "Kakaw"…), Ar Vro Bagan ("War hent Youenn Gwernig", "Mont a raio kuit", "Pezhioù-c’hoari farsus").
Hag ul lodenn all eus ar strolladoù hag a zo o labourat start evit kinnig abadennoù nevez d’ar publik : Teatr Piba gant "Ar vuoc’h hag ar pangolin/An hentoù-gwenn" ha gant ar raktres europaat "Phōnē" e 8 yezh minorelaet ha strollad Madarjeu hag a zo o prientiñ un arvest evit ar vugale.
Ar strollad Tro-Didro en deus ivez ur raktres nevez war ar stern.
Ha nag ur souezhadenn o kavout ur pennad kazetenn war ur strollad amatour nevez "C’hoariva ar Spered Gwinevez" e… Gwinevez ! Degemer mat d’ar gomedianed nevez !
Evit ar re o defe c’hoant tañva d’ar c’hoariva, un atalier a zo kinniget gant SKED d’al Lun e Brest hag unan all gant KLT d’ar Meurzh e Sant-Sev. An daou dindan renerezh Bob Simon.
Les mois noirs approchent… Avec le prix de l’énergie qui augmente, allez vous réchauffer le cœur dans les salles de spectacle. Cela fera aussi du bien aux comédien.ne.s.
Et vous aurez de quoi faire avec la troupe Kallag-Gwerleskin ("Qui ? Comment ? et pourquoi ?"), ou la troupe de Kallag en solo ("Les artichauts du Maharaja").
Avec les Cies professionnelles de théâtre : La Obra ("Les Rois poubelle", "L’albatros", "Cacao"…), Ar Vro Bagan ("Sur la Route Youenn Gwernig", "Un jour il partira", "Pièces de théâtre comiques").
Et une autre partie des Cies qui travaillent dur afin de proposer de nouveaux spectacles au public : Teatr Piba avec "La vache et le pangolin/les routes du lait" et le projet européen "Phōnē" en 8 langues minorisées, la Cie Madarjeu quant à elle prépare un nouveau spectacle pour enfants.
La troupe amateur Tro-Didro travaille également à un nouveau projet.
Et quelle surprise de trouver un article de journal sur une nouvelle troupe amateur à Plonevez-Lochrist. Bienvenus aux nouveaux comédiens !
Et pour ceux qui voudraient goûter au théâtre, un atelier est proposé le lundi par SKED à Brest et un autre par KLT le mardi à Sainte-Sève. Tous deux sous la direction de Bob Simon.