Lizher kelaouiñ C’hoariva - Miz C’hwevrer 2024

C'hoariva

Publié le : 1er février 2024

2024 : Ur bloavezh hag a grog gant birvilh !

  • Siwazh deomp un nebeud stajidi a oa e fin miz Genver war leurenn an ADEC35-Ti ar c’hoariva e Roazhon (kleñvedoù ar goañv o doa graet reuz). Ar staj a oa kinniget gant Teatr Piba da-geñver arvest "Hentoù al laez" roet e c’hoariva La Paillette. Met plijadur ’z eus bet gant ar re yac’h ha tro hon eus bet da gejañ, tañva predoù lipous, eskemm ha c’hoari evel-just !
  • El lizher-kelaouiñ-mañ e kavoc’h meur a ginnig stajoù evit ar yaouankiz (vakañsoù ar goañv a zo o tostaat) hag ivez ur staj evit an dud gour da-geñver Mizvezh ar Brezhoneg.
  • E fin ar miz e kemerimp perzh e Forom ar micherioù aozet gant ar gevredigezh Stumdi e Landerne. Deuit da gejañ ganeomp ma emaoc’h er vro.

2024 : Un début d’année dynamique !

  • Peu de stagiaires en cette fin janvier sur la scène de l’ADEC35-Maison du Théâtre à Rennes (les maladies de l’hiver en ont terrassé quelques un.e.s). Un stage proposé par la Cie Teatr Piba à l’occasion du spectacle "Nos voies lactées" au théâtre de la Paillette. Mais nous avons eu du goût quand même et l’on s’est régalé dans tous les sens du terme.
  • Vous trouverez dans cette lettre plusieurs annonces de stages de théâtre jeunesse (les vacances d’hiver approchent), ainsi qu’un stage pour adultes à l’occasion du Mois de la langue bretonne (en mars).
  • Si vous êtes intéressé par la pratique théâtrale en amateur ou si vous envisagez de vous professionnaliser, venez nous rencontrer sur notre stand lors du Forum des métiers organisé le 22 février par Stumdi à Landerneau.

Keleier C’hoariva Infos C’hoariva

C’hoariva evit ar vakañsoù da zont !

Strollad Ar Vro Bagan a ginnig daou staj c’hoariva e-kerzh vakañsoù ar goañv : unan evit ar grennarded hag unan evit ar vugale. Deomp dezhi, bec’h d’ar c’hoariva !

Gouzout hiroc’h

Du théâtre pour les prochaines vacances

La troupe Ar Vro Bagan propose deux stages de théâtre durant les vacances d’hiver : l’un pour les adolescents et un autre pour les plus jeunes. Tous sur les planches !

Lire la suite

Vakañsoù goañv : Ur staj c’hoariva evit ar grennarded

Ti ar Vro Gwengamp a ginnig ur staj hag a vo kaset gant Etienne Siberil eus kompagnunezh ar Vroderez Noz.

Gouzout hiroc’h

Vacances d’hiver : Un stage de théâtre pour les ados

Ti ar Vro Gwengamp propose un stage mené par Etienne Sibéril de la compagnie la Brodeuse de nuit.

Lire la suite

Devezh brezhoneg e Penn-ar-Bed

D’ar Gwener 23 a viz C’hwevrer e aozo Departamant Penn-ar-Bed evit ar wech kentañ un devezh gouestlet d’ar skolidi hag a zo o teskiñ brezhoneg er skol. An dud yaouank o do tro da zizoloiñ arzoù liesseurt, ar c’hoariva en o zouez.

Gouzout hiroc’h

Journée départementale de la langue bretonne

Le vendredi 23 février, le Département du Finistère organisera pour la première fois une journée consacrée aux élèves qui apprennent le breton à l’école. À cette occasion, les jeunes pourront découvrir toutes sortes de pratiques artistiques, dont le théâtre.

Lire la suite

Staj : Krouiñ un dudenn

Un devezh staj gant Etienne Siberil evit dizoloiñ pe donaat e bleustr c’hoariva. Ur prantad evit ergerzhout penaos sevel un dudenn ha c’hoari ur roll (pe meur a hini). Ur staj aozet da-geñver Mizvezh ar brezhoneg.

Gouzout hiroc’h

Stage : Créer un personnage

Une journée de stage avec Etienne Sibéril pour découvrir ou approfondir sa pratique théâtrale. Un moment pour explorer la création d’un personnage et jouer un rôle (ou plusieurs). Un stage organisé à l’occasion du Mois du breton (mars).

Lire la suite

Devezh c’hoariva ar skolajidi 2024

Setu, deuet eo mare an enskrivadurioù evit kemer perzh er 15vet abadenn Devezh c’hoariva ar skolajidi. C’hoariva er skolaj a vez graet ganeoc’h ? Lakait hoc’h anv !

Gouzout hiroc’h

Journée théâtre des collégiens 2024

Voici venu le moment des inscriptions pour participer à la 15ème édition de la Journée théâtre des collégiens. Vous faites du théâtre à l’école ? Inscrivez-vous !

Lire la suite

Deiziataer evit an 40 devezh da zont Agenda des 40 prochains jours

Hentoù gwenn - Nos voies lactée

Pezh-c’hoari nevez Teatr Piba hag a vo c’hoariet evit ar wech kentañ e fin miz Du e Ti ar C’hoariva Brest a-raok beajiñ e lec’hioù all. Ur grouadenn deiryezhek war hentoù al laezh hag a gaso an arvestourien betek Turkia.

  • 02/02/2024 - 18:30
  • Gif-sur-Yvette
  • Scène de Recherche ENS Paris-Saclay
  • 03/02/2024 - 18:30
  • Gif-sur-Yvette
  • Scène de Recherche ENS Paris-Saclay

Gouzout hiroc’h

Hentoù gwenn - Nos voies lactée

Le nouveau spectacle de Teatr Piba qui sera joué pour la première fois fin novembre à la Maison du Théâtre de Brest avant de voyager dans d’autres lieux. Une création trilingue sur les routes du lait qui emmènera le spectateur jusqu’à la Turquie.

  • 02/02/2024 - 18:30
  • Gif-sur-Yvette
  • Scène de Recherche ENS Paris-Saclay
  • 03/02/2024 - 18:30
  • Gif-sur-Yvette
  • Scène de Recherche ENS Paris-Saclay

Lire la suite

Avanturioù Mab Emon

Ur pezh-c’hoari c’hoariet meur a wech gant strollad Kallag ha c’hoariet en-dro evit brasañ plijadur ar publik. Peadra da c’hoarzhin a vo !

  • 04/02/2024 - 15:30
  • Kerien
  • Sal Liesimplij

Gouzout hiroc’h

Avanturioù Mab Emon

Une pièce jouée de nombreuses fois par Strollad Kallag et qu’ils jouent de nouveau pour le plus grand plaisir du public. Eclats de rire garantis !

  • 04/02/2024 - 15:30
  • Querrien
  • Salle Multifonction

Lire la suite

Kakaw

Un abadenn war ar beveziñ.

  • 12/03/2024 - 15:30
  • (Evit ar skolioù)
  • Kemper
  • Sal an Dachenn Wenn

Gouzout hiroc’h

Kakaw - Cacao

Un spectacle de questionnement sur la consommation.

  • 12/03/2024 - 15:30
  • (Pour les scolaires)
  • Quimper
  • Salle du Terrain Blanc

Lire la suite

archive newsletter