3 a viz Mezheven 2019
Un tamm istor :
09/2017 : C’hoariva a gas ur galv d’en em vodañ dre internet d’ar strolladoù c’hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.
09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.
12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C’hoariva da zont d’un emvod etre kompagnunezhioù c’hoariva en okitanek.
Penn…
1añ a viz Mezheven 2019
Skolidi ar skolioù Diwan Kerfeunteun ha Penhars a ginnigo an arvest Marc’h ur pezh-c’hoari diwar vojenn hengounel Ar Roue Marc’h. Skol Penhars a c’hoario d’al Lun ha Kerfeunteun d’ar Meurzh.
1añ a viz Mezheven 2019
D’an 18 ha 19 a viz Gouere e vo dalc’het Kejadenn Gentañ ar C’hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs e-kerzh Festival Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez hag a zegemero ac’hanomp.
16 kompagnunezh c’hoariva hag ur gengevredigezh a gemero perzh eus : Alzas, Bro Euskadi, Breizh, Katalonia, Korsika hag Okitania.
Pal ar gejadenn-mañ : En em vodañ evit rannañ hag eskemm war hon diastaerioù. Prederiañ a-stroll…
1añ a viz Mezheven 2019
« Bugale An Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji, (tud ar veaj) a erru e kêr. Alexandre, ur paotr yaouank a vev er c’hêr-se. Un deiz e wel an Termaji o tremen er straed. Spiañ a ra anezho e-pad meur a zevezh, betek ma kouezfe tal ouzh tal gant ur plac’h he deus memes oad egetañ, Elena. Daoust ma ‘vez difennet dezhañ gant e gerent mont e darempred ganto, e teuont da vezañ…
1añ a viz Mezheven 2019
C’hoariet e vo tri fezh-c’hoari gant ar skolidi :
* Euzhvil ar Roc’h-toull
* Lein ar bleizi
* Istor Abati Landevenneg
Skoazellet gant Goulc’han Kervella eus Strollad Ar Vro Bagan
.
12 a viz Mae 2019
An eil staj-mañ a oa ken dedennus hag an hini kentañ ha Bernard Grojean a oa atav ken brokus evit treuzkas ar c’hoariva d’an holl : traoù simpl, anat hag efedus mat.
Ar stajidi o doa labouret start evit sevel abadennigoù c’hoariva. An holl destennoù kinniget gant ar stummer a oa bet troet e brezhoneg. Evit ar wech kentañ hon eus gallet pep hini dibab e yezh pe meskañ ar yezhoù evit c’hoari en…
10 a viz Mae 2019
"Tropellad korriganed" a vo c’hoariet gant 10 bugel, heuliet ganto skolig c’hoariva Ti ar Vro Kemperle.
Gant kontadennoù hengounel (an daou dort, laerezh ar gorriganez, korriganez an dour), met ivez gant testennoù ar Barzaz Breizh (ar c’horred), ha sonennoù ha rimadelloù dastumet er vro (an dro ar gorriganed Baod, Rieg, komzoù diskonterien Molan...) e oa bet savet an abadenn, 6 lodenn enni.…
9 a viz Mae 2019
Da vintin gant Daniel Carré : an doare hengounel da gontañ, temoù, tudennoù (tud, loened, boudoù a bep sort pep unan get e pezhioù dezhañ hag e "bersonelezh", lec’hioù ha koulzoù an degouezhioù...).
Penaos e c’heller - hag e ranker pe get - kempenn ur gontadenn evit he lec’hiiñ gwell en amzer a-vremañ, e endro ar vugale (gant Internet, otoioù, rouanezed disheñvel, loened hag a gomz...) ?
Goude…
15 a viz Ebrel 2019
STAJ : Ren war Stalioù-C’hoariva gant Bernard Grosjean
Krouiñ ha sevel un abadenn c’hoariva gant pezhigoù-c’hoari tro dro d’un tem
Sadorn 06 ha Sul 07 a viz Ebrel 2019
Sal an Atalier e Lesneven Dibar ar c’hrennskridoù pezhioù-c’hoari stumm berr evit diskoulmañ kudenn roll-testennoù ar stalioù-c’hoariva kement hag evit kinnig disoc’h al labour. Gant an doare-se da labourat n’omp ket rediet…
1añ a viz Ebrel 2019
Ti ar Vro Bro Landerne-Daoulaz a ginnig ur staj c’hoariva e brezhoneg.
Tri endervezh evit ober c’hoariva etre 2e ha 4e30.
Muioc’h a ditouroù ha lakaat ec’h anv :
Pgz : 09 73 65 35 24
Postel
1añ a viz Ebrel 2019
Pevar devezh staj evit ober c’hoariva (daou eurezh bemdez).
Ar Vro Bagan a ginnig d’ar re yaouank etre 11 ha 15 vloaz da zizoloiñ pe da vont donoc’h e arz ar c’hoari.
Evit lakaat ec’h anv pe gaout titouroù gant Ti Ar Vro Leon:
Pgz : 07 60 86 38 66
Postel
5 a viz Meurzh 2019
Un Devezh gouestlet d’ar re a ra c’hoariva er skolaj. Pep strollad en deus 15mn evit kinnig e labour c’hoariva dirak skolajidi all. Ur bodad priziañ a vo evit kuzuliañ, evezhiañ hag evel just gourc’hemenniñ.
4 a viz Meurzh 2019
Aaaah vakañsoù ! Daoust d’an tem dibabet o deus ar stajidi labouret start.
Desket o deus bezañ e vakañsoù evit leuskel an traoù da vont ha gallout mont don enno ha lakaat er maez traoù kuzhet hep dezho gouzout : traoù fromus, dic’hortoz ha fentus ivez.
Vakañsoù skuizhus met plijadurus atav !
28 a viz C’hwevrer 2019
Stummerez : ar gomedianez Tifenn Linéatte ha he deus heuliet meur a stummadurioù furlukin.
Gerig Tifenn :
Staj digor d’an holl liveoù yezh :
M’ho peus aon ne vefe ket uhel-a-walc’h ho live brezhoneg, arabat kaout aon : just-a-walc’h e vo talvoudus evit ar furlukin !
Palioù ar staj : Mont donoc’h gant danvez ar furlukin. Diziloiñ ar skritur-leurenn, gant a bep seurt ostilhou hervez teknikou…
11 a viz C’hwevrer 2019
1994-2019 : Setu tapet e bemp bloaz warn-ugent gant ar Strollad... ha ken dirollet bepred ! Biskoazh kemend-all !
Evid merkañ an degouezh zo bet divizet gant Strollad Kallag klask ober plijadur d’ar vugale (ha d’ar re vraz ive) hed-ha-hed ar bloaz-mañ, ha marteze war-lerc’h c’hoazh.
Penaoz ? O kinnig hon abadenn margodennoù e brezhoneg Kontadenn Luduennig evid ur priz dister-tre (da weled)…