7 a viz Du 2019
Emañ hor yezhoù henvoazel (pe rannvroel) lakaet en arvar bras gant adreizhadur al lise hag ar vachelouriezh, hag al lezenn « Evit ur skol a fiziañs » lusket ha renet gant ministr an Deskadurezh Stad Jean-Michel Blanquer.
Evit mont a-enep an emdroadur-se hag a-benn difenn hor yezhoù hag hor gwirioù eo bet savet ur c’houlennadeg enlinenn gant ar c’henstroll « Evit Ma Chomo Bev Hor Yezhoù / Pour…
7 a viz Du 2019
Un droig e Roazhon d’ar 25 ha 26 a viz Here evit :
D’an devezh kentañ : heuliañ an Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh. Gant kalz a evezh hon eus selaouet ar gouvidi hag o deus lakaet war wel ne glote ket an testennoù europat hag a sell ouzh gwirioù yezh, gant ar pezh a vez graet gant stad Bro C’hall. N’eo ke reizh tamm ebet ar pezh a vez graet ha ret eo vo d’ar gevredigezh keodedel derc’hel…
4 a viz Here 2019
Krouet e 2010 ar stignad-mañ a ra berzh un tammig muioc’h bep bloaz. E 2018, 800 skoliad o deus darempredet gant ar c’hoariva (620 eurvezh graet evit harpañ 35 raktres er skolioù).
Ar stignad Skol c’hoariva a vez sikouret gant Rannvro Breizh hag a gemer e karg ul lodenn eus ar frejoù pa vez goulennet digant unan bennak a vicher ambroug ur raktres.
C’hoariva a ver ar stignad-se.
An eurvezh a…
4 a viz Here 2019
Pouezus tre eo ar yezh e arz ar c’hoariva (hag ar c’horf ivez !). Se zo kaoz e vez ar c’hoariva war al linenn gentañ evit bezañ test eus an digresk implij yezhoù war hon tiriadoù.
Goude bezañ bet bodet tud ar c’hoariva e yezhoù ar c’hwec’h-kogn e miz Gouere e Rodez e c’hellomp lavarout e vez ar memes jeu evit an holl rannvroioù.
Ma marvfe ar c’hoariva e vefe ur sin fall kenañ evit hor yezhoù……
4 a viz Here 2019
Stummadur evit ren war stalioù c’hoariva
Ar raktres ijin evit luskañ ar c’hoari hag ar buheziñ
Staj kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest ha gant kevelerezh Ti ar Vro Leon ha MJC/MPT Kerfeunteun. Dibenn sizhun 1 : 23 a viz Du (1e-7e g.m.) ha 24 a viz Du (9e30-4e30 g.m.) - Sal an Atalier - Lesneven Frammadur ar stal, e raktres, e gevrat Aozadur ar stal hag e reolennoù Mont er c’hoari hag ar…
29 a viz Gwengolo 2019
Stalieroù c’hoariva :
Evit an dud deuet : E Brest (29) gant SKED, d’al Lun noz, buhezet gant Bob Simon. E Montroulez (29) gant KLT d’ar Meurzh noz buhezet gant Bob Simon. E Sant-Ervlan (44) - e sal Pablo Neruda gant Strollad Joyi ha Kentelioù an Noz, bep Yaou noz etre 8eha 9e30. Emren eo ar strollad ha labour a ra war raktresoù a bep seurt a-hed ar bloaz. Ha n’eo ket ker : 35€ ar bloavezh !…
27 a viz Gwengolo 2019
Tro dro 30 den o deus kemeret perzh eus pep korn Bro C’hall.
Pinvidik kenañ e oa bet ar gomz etre ar berzhidi : testennioù, mennozhioù ha spi da genlabourat evit dazont hor c’hoarivaoù ha hon yezhoù.
Bodadoù a oa bet krouet evit rannañ ar c’hefredioù peadra da bep hini da lakaat da vont en dro hor rouedad nevez evit mont war-raok.
Emgav a benn bloaz evit sevel bilañs kentañ hon obererezhioù ha…
26 a viz Gwengolo 2019
Un arvest savet bep lun noz e-kerzh ar c’hwec’hmiziad diwezhañ gant deskidi SKED.
26 a viz Mezheven 2019
Kinnig ar staj c’hoariva KEAV 2019
Stal c’hoariva Ar furlukin
Ar furlukin a sikouro pep hini da c’hoari da vat ar pezh a zo don en e galon, da vezañ dres d’an ampoent evit santout ar fromoù, da vezañ war evezh e pep mare ha da vezañ kad da c’hoari war ar prim. Pleustradegoù a vo diazezet war an alan, ar selàou hag ar selloù. Ar c’horf hag ar vouez
Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer…
21 a viz Mezheven 2019
Kroget e 2008 e kendalc’h atav an darvoud bloaziek pouezus-mañ evit hor c’hevredigezh. Karget mat e vo an devezh gant 7 skolaj o kemer perzh (5 eus Penn-ar-Bed ha 2 eus Aodoù-an-Arvor).
Pal an devezh : lakaat ar skolidi da zeskouez pep hini d’ar re all al labour c’hoariva savet e-kerzh ar bloavezh skol.
Ar chañs hon eus da vezañ degemeret gant Ti-kêr Sant-Martin e Pol ar Roudour. Tro o do ar…
13 a viz Mezheven 2019
Amañ da bezh stag programm an Devezh.
3 a viz Mezheven 2019
Un tamm istor :
09/2017 : C’hoariva a gas ur galv d’en em vodañ dre internet d’ar strolladoù c’hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.
09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.
12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C’hoariva da zont d’un emvod etre kompagnunezhioù c’hoariva en okitanek.
Penn…
1añ a viz Mezheven 2019
Skolidi ar skolioù Diwan Kerfeunteun ha Penhars a ginnigo an arvest Marc’h ur pezh-c’hoari diwar vojenn hengounel Ar Roue Marc’h. Skol Penhars a c’hoario d’al Lun ha Kerfeunteun d’ar Meurzh.
1añ a viz Mezheven 2019
D’an 18 ha 19 a viz Gouere e vo dalc’het Kejadenn Gentañ ar C’hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs e-kerzh Festival Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez hag a zegemero ac’hanomp.
16 kompagnunezh c’hoariva hag ur gengevredigezh a gemero perzh eus : Alzas, Bro Euskadi, Breizh, Katalonia, Korsika hag Okitania.
Pal ar gejadenn-mañ : En em vodañ evit rannañ hag eskemm war hon diastaerioù. Prederiañ a-stroll…
1añ a viz Mezheven 2019
« Bugale An Avel » a zo ur pezh-c’hoari e brezhoneg a gont istor Termaji, (tud ar veaj) a erru e kêr. Alexandre, ur paotr yaouank a vev er c’hêr-se. Un deiz e wel an Termaji o tremen er straed. Spiañ a ra anezho e-pad meur a zevezh, betek ma kouezfe tal ouzh tal gant ur plac’h he deus memes oad egetañ, Elena. Daoust ma ‘vez difennet dezhañ gant e gerent mont e darempred ganto, e teuont da vezañ…