30 a viz Mezheven 2021
6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel.
Deuit da heul ar c’hoarierien evit dizoloiñ al lec’h hag e istor.
Titouroù ha lakaat ec’h anv : amañ.
29 a viz Mezheven 2021
STUMMADUR WAR AR C’HOARIVA-DESKADUREL
KINNIGET DINDAN 3 DEVEZH
03/09, 18/10 ha 20/12 /2021
Lec’h da vezañ resisaet
PAL
Ar pal anezhañ n’eo ket stummañ ac’hanoc’h war ar c’hoariva-deskadurel,
anat deoc’h, met treuzkas ostilhoù simpl hag efedus deoc’h evit ma
implijfec’h ar c’hoariva (diouzh ho c’hoant pe diouzh an ezhomm) evel benveg pedagogel e-kerzh ho kentelioù : strollañ ar stajidi…
17 a viz Mae 2021
Ur Redadeg ispisial ar bloaz-mañ gant strolladoù bihanoc’h ha hep redek diouzh noz met pouezus-tre e vo d’an dud kemer perzh war hentoù Breizh.
Ha pouezus e vo ivez bezañ niverus e degouezh ar Redadeg evit ar vanifestadeg unvan da ziskouez emaomp e kounnar gant emzalc’h dismegañsus pennoù-bras ar gouarnamant.
An holl yezhoù "bihan" a zo er memes jeu ha se zo kaoz e vo redet ganeomp ivez e anv…
17 a viz Mae 2021
Ar c’hovid en doa miret ouzhomp d’en em vodañ e 2020. Evit 2021 e vimp degemeret adarre gant Ti-Kêr Rodez da geñver Festival an Estivada, ur festival hag a lak war-wel ar sevenadur okitan.
Asambles, gant kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier e savomp programm an eskemmoù.
Gouel an Estivada a vo dalc’het etre an 22 hag ar 24 a viz Gouere da lâret eo dres goude eskemm ar c’h/KALYB.
E-pad ar…
17 a viz Mae 2021
Goude c’hwech abadenn (peder evit ar re zeuet, div evit ar vugale) ar strollad Fubudennig a zihun goude an enkadenn yec’hedel...
Goude "Avalou Vleago" e 2017/2018, ha "Tropellad Korriganed" e 2018/2019, bodet e oa bet pevar aktour.ez tro-dro d’ur raktres anvet "Prinsez.ig".
Ar pezh a oa bet skrivet, gant skiant-prenet pep hini ar re yaouank (etre ar CM2 hag an trede) : piv eo ur briñsez evito ?…
9 a viz C’hwevrer 2021
An arvest-mañ a zo etre arz ar c’hontañ hag ar c’hoariva. ’N eus ket da vezañ souezhet, kontour eo Lukaz Nedeleg. Awenet e oa bet Lukaz gant istor Yann-Vari ar Brizh, ur paotr eus Bro Gerne, unan eus ar re gentañ en deus nijet en aer gant ur mekanik. Evit kontañ e istor e vez ambrouget Lukaz gant Youenn Bodros soner boest an diaoul.
Kit da welout ar filmig eta !
Siwazh deomp, an arvest a oa…
9 a viz C’hwevrer 2021
Krouiñ ur raktres c’hoariva er skol a chom posubl da ober. Meur a gomedian eus strolladoù rouedad C’hoariva a c’hell mont er skolioù evit krouiñ ha/pe ambrougañ ur raktres savet e-pad an amzer skol. Ul lodenn eus priz an eur a c’hell bezañ kemeret e karg gant ar stignad Skol c’hoariva eus Rannvro Breizh.
Ha tu zo ivez pediñ ur strollad da zont da c’hoari un abadennig er skol evel da skouer ar…
9 a viz C’hwevrer 2021
Un teulfilm brav ken ken, nevez skignet war France3 evit kompren ar perak hag ar penaos eus krouidigezh an arvest Donvor gant Teatr Piba :
Me ’zo ganet e-kreiz ar mor E kenkas n’ho pefe bet tro da selaou an abadennoù faltazi radiofonel eus Teatr Piba setu un nebeut liammoù evit en ober (lakaat un tokarn !) : Ar Maezioù Teir oberenn ar peñse Paotr e valizenn Maen BrestSkeulioù er c’houmoul
8 a viz C’hwevrer 2021
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù-all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel…
7 a viz C’hwevrer 2021
STAJ : OBER GANT AR SKRIVAÑLEURENN
PEDAGOGIEZH AR C’HOARIVA
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit kenderc’hel gant ar stummañ "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj.
Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello…
14 a viz Genver 2021
Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz…
13 a viz Genver 2021
War intrudu C’hoariva en deus lakaet e plas Rannvro Breizh e 2017 ur skoazell arc’hant evit ar strolladoù amatour.
Ur strollad a c’hell bezhañ sikouret betek 3 000€ evit ur raktres (ha betek 80% eus an dispignoù dilennadus).
Ar gevredigezh C’hoariva a c’hell reiñ titouroù, kuzulioù deoc’h ha ho harpañ evit sevel un doser goulenn yalc’had.
An holl ditouroù war lec’hienn Ranvro Breizh.…
11 a viz Genver 2021
M’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h, war an darempredoù etre ar c’hoariva amatour hag ar c’hoariva a vicher, war un tamm eus istor eus ar c’hoariva amatour e Breizh : Amañ eo.
Muioc’h a ditouroù : Maison du Théâtre Amateur en Ille-et-Vilaine
10 a viz Du 2020
Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha…