29 a viz Eost 2018
Ur staj evit :
• Dizoloiñ pe gouzout hiroc’h war an hentenn Stanislavski*.
• Deskiñ diskregiñ evit mont donig-donañ ac’hanomp ha (ad)kavout traoù bevet ganeomp, fromoù evit sevel hon tudenn ha c’hoari gwirion.
• Deskiñ an teknikoù hag o lakaat e pleustr.
• Implijout an hentenn Stanislavski e testennoù c’hoariva.
Konstantin Stanislavski*, rusiad (1863-1938), komedian,…
29 a viz Eost 2018
NAONED
Distro-skol ar stalioù c’hoariva kinniget gant Teatr MilTamm e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan (44) a vo d’ar Gwener 14 a viz Gwengolo.
Daou strollad a vo kinniget er bloaz-mañ : Unan gouestlet d’ar vugale etre 7 ha 12 vloaz (etre 5e15 ha 6e45) Unan nevez evit ar grennarded hag an dud deuet (etre 7e hag 8e30). Digeriñ a raio adalek 8 den enskrivet.
Titouroù: Teatr MilTamm…
9 a viz Gouere 2018
Selaou ar Podkast
"E Brest, da vare an diskar-amzer 2016, e oa bet aterset maouezed ha gwazed ganeomp. Eus Brest ne oant ket, p’o doa ranket tec’hel kuit eus o bro. O zestenioù eo, evel dielloù, a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Hag e-kichen an dielloù e vo klevet istor ur penn-den ijinet, rak Maen Brest a zo bet skrivet a-zaou evel un oberenn faltazi ivez : un digarez oa evitomp da liammañ…
9 a viz Gouere 2018
Tro en doa bet ur juri seizh den da welout pezhigoù-c’hoari a bep seurt e-kerzh an devezh.
An eizh skoalj o doa kemeret perzh o doa kinniget 12 arvestig gant strolladoù adalek 3 betek 14 skoliad.
Karget mat e oa an devezh : Adalek 10e00 : Degemer 10e15-10e30 : Skolaj Sant-Fransez / Lesneven - 6vet - Beajoù Ulysse 10e35-10e45 : Skolaj It. Varia a Esperañs / Kleder - 6vet - Da vare ar Ragistor…
3 a viz Gouere 2018
Dedennet oc’h gant keleier ar c’hoariva e brezhoneg ha resevet e vez ganeoc’h hol lizher-kelaouiñ.
Framm nevez Reoliadur Hollek Gwareziñ ar Roadennoù a zo bet lakaet e pleustr d’ar 25 a viz Mae 2018. Ur redi eo evidomp goulenn diganeoc’h m’ho peus c’hoant chom en hol listenn darempredoù evit resev al lizher-kelaouiñ-mañ. Ho roadennoù personel (anv, raganv ha chomlec’h postel) a vez implijet…
24 a viz Mezheven 2018
12 strollad skolajidi a c’hoario pezhigoù 10-15mn war leurenn ar Roudour, e-kichenn Montroulez. Eizh skolaj eus Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed a gemero perzh en darvoud ar bloaz-mañ.
Ur bodadig barn a vo evit priziañ labour danvez komedianed. Ne vo roet priz ebet dezho, kuzulioù, kalonekadurioù ha gourc’hemennoù ne laront ket.
An neb en deus c’hoant dizoloiñ o labour c’hoariva a c’hello dont.…
1añ a viz Mezheven 2018
Kinnig a ra bodad lenn Ti ar Vro Kemper un eskemm tro dro testenn ar pezh-c’hoari : Galnys pe priz ar gwad, nevez embannet gant An Alac’h Embannadurioù.
7 a viz Mae 2018
6 strollad c’hoariva o deus kemeret perzh e Redadeg 2018 : La Obra, Tro Didro, Mat ar Jeu, C’hoariva, Teatr Piba hag Ar Vro Bagan. Plijadur hon eus bet atav da gantren er vro evit ar c’hoariva.
Ar Redadeg a sikour ar c’hoariva : Teatr Piba, C’hoariva, Tro-Didro a oa bet yalc’hataet evit raktresoù zo gant an arc’hant rastellet. Gourc’hemennoù d’an aozerien.
1añ a viz Mae 2018
Emgavioù c’hoariva a vez aozet ingal gant Ti ar C’hoariva Brest hag a labour war departamant Penn-ar-Bed evit brudañ hag ambrougañ an teatr graet gant amatourien.
Un endervezh c’hoariva (adalek 4e30) a vo kinniget d’ar publik. Komedianed Stal-Labour KLT kaset e brezhoneg gant Bob Simon a vo gwelet war al leurenn gant daou sketchig pep hini 5mn.
Pellgargit ar programm a-bezh war lec’hienn Ti ar…
24 a viz Ebrel 2018
Un arz dre gomz eo ar c’hoariva, un arz bev pouezus evit ur gevredigezh.
Hep ar yezh : c’hoariva ebet. Dalc’homp soñj eus an dra-se.
Deuit da souten ar stolladoù c’hoariva a redo : Kilometr 109 - LA OBRA - d’ar 05 a viz Mae da 6e12 e Pontekroaz Kilometr 141 - TRO-DIDRO - d’ar 05 a viz Mae da 9e32 e Ploneour-Lanwern Kilometr 1548 - MAT AR JEU - d’an 11 a viz Mae da 11e51 e Sibirill Kilometr…
15 a viz Ebrel 2018
War glask komedianed/komedianezed emañ an Teatr Piba, evit e grouadennoù da zont, DONVOR (raktres krouiñ war an arzoù ha war skiantoù - 2019/2020)
ha SKEULIOÙ KOUMOUL (pezh c’hoari radio evit ar re yaouank - 2018/2019).
Pelec’h ? Brest - Roazhon - Naoned / Breizh a-bezh, da dermeniñ hervez al lec’hioù pleustriñ Breizh, Bro C’hall, Bro Ganada evit an droiadoù
Piv ?…
1añ a viz Ebrel 2018
Pennoù sardin Akademi : mim ha c’hoariva
Aozet gant Emglev Bro Douarnenez, kevelerezh gant La Obra
Pediñ arzourien ha buhezourien vrezhonek eus Bro Douarnenez evit ma treuzkasfent ul lodenn eus o gouiziegezh da dud yaouankoc’h, e brezhoneg : sed aze kalonenn raktres Pennoù sardin akademi. Ar c’han a oa bet lakaet war-wel gant an dalc’h kentañ e 2016. Ar mim hag ar c’hoariva a fell deomp…
1añ a viz Ebrel 2018
Deuit da skol Diwan Gwengamp evit dizoloiñ penaos reiñ buhez d’ur vargodenn. Ar gomedianed bihan Kontadenn Luduennig a vo lakaet er jeu evit plijadur an holl. Diskouezet e vo an doareoù da ober, da c’hoari gant tud Strollad Kallag.
1añ a viz Ebrel 2018
D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz…
20 a viz C’hwevrer 2018
Beilhadegoù Treger pe beilhadegoù Maria Prad, evel vije lâret c’hoazh, o deus digaset plijadur adalek 1959 e maezioù Bro Dreger e-pad tost 30 vloaz. Lañset oant bet da gentañ gant Roger Laouenan rak c’hoant oa gantañ kinnig abadennoù e brezhoneg d’an dud ha buan ha buan eo Maria Prad he deus kaset an traoù war ‘raok. Skrivagnerez ha barzhez, o chom e traon skalieroù Berlevenez en Lannuon, n’he…