7 a viz Mezheven 2015
War an hent mat eo krouidigezh nevez ar strollad Paritito.
Goude lennadenn bublik Privezioù Publik en ur sal leun chouk e Montroulez, ar strollad a gendalc’ho gant labour krouiñ ar pezh e-kerzh ur rezidañs hag a vo dalc’het etre an 22 hag an 30 a viz Even er Chapel Derezo e Brest.
Lakit ur groaz en ho teiziataer : d’ar 4 a viz Gouere e vo c’hoariet ar pezh evit ar wech kentañ en Eskivien.…
6 a viz Mae 2015
TEATR PIBA & EKOMIRDI AR MENEZIOÙ ARE A GIINIG DEOC’H KEMER PERZH, EN UN ABADENN C’HOARIVA DIBAR A VO DALC’HET ETRE AR 26 A VIZ EBREL HAG AR 27 A VIZ EVEN 2015 e SANT RIWAL.
SAVET E VO, ASAMBLES GANEOC’H, UR PEZH C’HOARI WAR VALE, DIWAR DASTUMADEG KAOZIOÙ ANEZIDI AR MENEZIOÙ ARE (E BREZHONEG/GALLEG), A ZIWAR HO SKIANT PRENETGANT AL LIORZH.
KINNIGET E VO AN ARVEST DIVYEZHEK D’AR GWENER 26…
9 a viz Ebrel 2015
Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed.
Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh…
8 a viz Ebrel 2015
D’an 11-12 a viz Ebrel eo bet bodet 13 plac’h e Ti ar C’hoariva e Brest e-kerzh ur staj didrouz evit labourat gant ar c’homedian bouzar Levent Beskardes diwar-benn an eztaoliñ hag ar c’hehentiñ dre jestroù. Desket eo bet komz gant ar c’horf, an dremm, an daouarn ha desket eo bet ar basianted ivez... Un dro gaer !
Reportaj An Taol Lagad FR3
7 a viz Ebrel 2015
Ur wech ouzhpenn eo bet krouet ur strollad berrbad gant 13 lisead Diwan Karaez troet war ar c’hoariva : Strolardoñs. An abadenn “War zu an heol” savet ganto zo bet c’hoariet un 40 gwech bennaket etre miz Kerzu 2014 ha miz Meurzh 2015 dirak 2 500 skoliad e Breizh a-bezh. Gourc’hemennoù dezho !
Tammoù eus ar pezh e skol Diwan Kemperle
1añ a viz Meurzh 2015
Aet eo Naig Rozmor d’an anaon disul mintin (15/03/2015).
Skrivagnerez ha barzhez e oa Naig Rozmor.
Skrivet he doa pezhioù-c’hoari en o zouez Ar Mestr c’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan.
Adkavit war hol lec’hienn ar bajenn eo gouestlet dezhi.
Hec’h obidoù a zo bet lidet d’ar 17 a viz Meurzh da 4e30 e Kastell-Paol.
31 a viz Genver 2015
Un den brudet e oa Remi Derrien e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Savet eo bet strollad Teatr Penn ar Bed gantañ, ’samblez ga’ eun toullad studierien, e 1974.
Marvet eo e 2009.
A orin eus Kerien e oa.
Divizet eo bet gant ar gumun dougen enor dezhañ o reiñ e anv d’an oaled ti-kêr nevez.
18 a viz Du 2014
C’hoariet e vo evit ar wech kentañ Orkestr Stalabar pezh-c’hoari nevez strollad C’hoari Las e Kawan, sez ar strollad.
Evit an dro e pedont ar strollad Biz ar Glav o c’henseurted eus Bro Gerne hag a c’hoario An Hentenn.
Plijadur a vo !
An daou bezh-c’hoari-se zo bet leurennet gant Tony Foricheur.
20 a viz Here 2014
Ar staj-mañ a vo e galleg. Public : Artistes intervenants, animateurs théâtre initiés et enseignants Dates : Samedi 10 et dimanche 11 janvier 2015 Horaires : samedi : 13h-19h30 / dimanche : 10h-17h Lieu : MJC/MPT de Kerfeunteun Modalités : 50 € inscription individuelle (+ 7 € d’adhésion) / 250 € inscription prise en charge par l’employeur au titre de la formation continue
Contenu :…
19 a viz Here 2014
Ar staj-mañ a vo e galleg Public : Ce stage s’adresse aux participants du premier stage « Une approche de l’intervention théâtre en milieu scolaire » qui a eu lieu en janvier 2014, ainsi qu’aux stagiaires du stage des 10 et 11 janvier 2015. Dates : Du lundi 12 au mercredi 14 janvier 2015 Horaires : 9h-17h Lieu : La Maison du Théâtre Modalités : 90 € inscription individuelle (+ 7 €…
18 a viz Here 2014
Ar 4re Festival Teatr Brezhonek a vo dalc’het etre ar 16/10 hag ar 16/11/2014.
Meur a brantad kreñv a vo.
Da gentañ d’ar 16/10 er C’hoariva Max Jacob e Kemper evit digoradur ar Festival.
Degemeret e vimp amzer un dibenn sizhun e saloñs al levrioù Karaez (25 ha 26/10).
Tro ho po e-pad an dibenn sizhun-mañ da : Gemer perzh en un daol-grenn diwar-benn ar c’hoariva er skolioù. Selaou ha klevout…
1añ a viz Mae 2014
Ur pezh-choari kinniget gant tud yaouank stalier krouiñ c’hoariva deus Sant-Kadou ha skrivet gant Yann-Edern Jourdan.
5 a viz Meurzh 2014
Bep daou vloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant liseidi Diwan.
Un droiad a vez aozet ganto evit mont da ziskouez o labour dirak bugale skolioù an tri DI (Diwan, Div Yezh, Dihun).
Bewech e cheñch anv ar strollad.
Sot’ ha’ New eo anv ar strollad e 2014 hag ar pezh-c’hoari Soubenn Hud.
Un droiad a vo fin miz C’hwevrer e skolioù Breizh : D’al Lun 24 a viz C’hwevrer Diouzh ar mintin : Kemper…
10 a viz C’hwevrer 2014
Aozet e vo gant ar gevredigezh FEA ur staj skrivan evit ar c’hoariva, asambles gant Ricardo Montserrat, boaz da sikour raktresoù skrivan e Korsika, karterioù an Oriant pe war ar maez, e forzh peseurt yezh ( korseg, kalabreg, yezhoù repuidi Belgia eus ar bed a bezh).
Priz : digoust - kenaozet gant Rannvro Breizh ha Departamant Penn-ar-Bed.
Evit lakaat (h)ec’h anv : 06 79 14 96 87
pe :…