5 a viz Mezheven 2020
Skeulioù er C’houmoul
An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C’houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet
Ar c’hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec’het omp holl eo ar c’hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak hon eus lakaet hor barregezhioù…
5 a viz Mezheven 2020
War v/blog Bernez Rouz e kavoc’h un nebeut pennadoù war ar c’hoariva, embannet ivez bep Sul e gazetenn Ouest-France.
Penaos ur strollad paotred a ziviz da lakaat ur vaouez da c’hoari rol… ur vaouez (a-raok ar roloù gwregel a oa c’hoariet gant gwazed).
Ha kement hag ober kit da welout pennadoù all war ar c’hoariva :
1936 : Arvest diwezhañ Pastoral Poullaouen La pastorale de Poullaouen un…
15 a viz Mae 2020
Diaes eo deomp c’hoazh gouzout en un doare resis an holl eurvezhioù labour ha ne vint ket graet met kregiñ a reomp da zamwelout an traoù memestra. Evit ar strolladoù a vicher ul lodenn vras eus an arvestoù a vo ampellaet. Luziet kenañ ar jeu. Da geñver stignad Skol c’hoariva : kantadoù a eurvezhioù labour er skolioù a vo kollet. E fin 2019 e oa raktreset gant tud a vicher hor rouedad ober tost…
15 a viz Mae 2020
Setu un nebeut kinnigoù evit klevout brezhoneg : M’ho peus c’hwitet abadenn Teatr Piba war Facebook d’ar 07 a viz Mae setu ul liamm evit selaou SPLUJ. Lakit un tokarn evit splujañ da vat. War Radio Kerne e c’helloc’h ivez selaou abadennoù faltazi radio gant Teatr Piba Evit ober c’hoariva gant ho pugale en ho tiez : pezhioù lec’hienn TES Sellout ouzh pezhioù (5€ ar film) war Breizhvod : Strollad…
15 a viz Mae 2020
Hon amezeien eus an ADEC56 o deus divizet derc’hel o Festival hag a vo etre an 20 hag an 23 a viz Mae. Lakaet o deus o ijin da vont en dro evit kinnig ur programm teatr daoust da c’henfinañ hag an diarbennoù yec’hed ! Un taol harz evit kenderc’hel gant ar c’hoariva.
Gourc’hemennoù dezho evit an intrudu. Ha m’ho peus c’hoant pleustriñ war ar c’hoariva, kit war lec’hienn Imparato. Ul lec’hienn…
3 a viz Ebrel 2020
Kinnigoù evit ar re o deus un tamm amzer
E brezhoneg Ur flemmvideo war ar c’hoariva - savet gant tud yaouank Ar Vro Bagan Evit ober c’hoariva gant ho pugale en ho tiez : pezhioù lec’hienn TES Sellout ouzh pezhioù (5€ ar film) war Breizhvod : Strollad Madarjeu - Alanig al Louarn Strollad Ar Vro Bagan : Armorica Breizh Glenmor
E galleg Festi
eil a viz Meurzh 2020
Ar gengevredigezh C’hoariva a verr ar stignad-mañ hag ur rentañ kont a vez savet bep bloaz.
Yalc’had ar C’huzul Rannvro a zo 17,50€ an eurvezh (gant ur priz reolennet evit pep emeler da 50€ an eurvezh). Chom a ra d’ar skolioù da baeañ 32,50€ dre eurvezh graet.
Evit muioc’h a ditouroù skrivit deomp pe bellgomzit deomp d’ar 06 38 78 35 15.
Kavit amañ rentañ kont Skol c’hoariva evit 2019.
eil a viz Meurzh 2020
Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro
Kroget hon eus da labourat a-gevret gant Kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier ha gant Ti-kêr Rodez evit prientiñ an darvoud pouezus-mañ evit ar c’hoarivaoù e yezhoù bro. Spi hon eus e vo muioc’h a dud c’hoazh eget warlene evit kas ar preder pelloc’h ha marteze piv oar krouiñ un oberenn a-stroll.
Degemeret e vimp neuze e C’hoariva ar Chariot, un…
4 a viz C’hwevrer 2020
Etre 80 ha 120 skoliad eus Breizh a bign war ul leurenn evit c’hoari ha diskouez d’o c’henseurted al labour graet er skol.
Cheñchamant a vo ar bloaz-mañ. Emaomp o labourat war un devezh doare nevez gantañ.
Evit muioc’h a ditouroù pe lakaat ho anv skrivit da C’hoariva pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15.
4 a viz C’hwevrer 2020
Graet hon eus ur bilañs eus ar bloavezh 2019 a-fed labour, obererezhoù, kevelerezhioù, darempredoù ha kinniget hon eus ar c’hontoù da izili ar gevredigezh.
An emvod a zeu a vo fonnus peogwir e vo gouestlet d’ar palioù da dizhout e-kerzh ur bloavezh kroget mat dija.
Ma emaoc’h dedennet evit kemer perzh e buhez ar gevredigezh deuit e darempred ganeomp. Laouen e vimp d’ho tegemer.
9 a viz Genver 2020
Ur c’huzul aliañ eo ar C’huzul Sevenadurel Breizh. Reiñ a ra alioù ha hetoù diwar-benn heñchadurioù hag a sell ouzh identelezh sevenadurel ha brud Breizh.
An darn vrasañ eus e izili a zo tud eus aozadurioù a ra war dro ar sevenadur. Bodet int peder gwech ar bloaz da nebeutañ.
C’hoariva a gaso evit ar 4vet respet-mañ daou zen : Tifenn Linéatte (komedianez/kannadez) ha Yann-Edern Jourdan…
9 a viz Genver 2020
Evit 7vet abadenn ar Redadeg e redimp un tamm a-raok an degouezh. Redek a raimp dindan anv C’hoariva evel just met ivez dindan anv Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro, ur bodad krouet e Rodez e miz Gouere 2019 evit difenn ar c’hoariva e yezhoù minorelaet. Spi hon eus e vo kenseurted eus kornioù bro all eus Frañs da redek ganeomp.
Sur eo ha n’eo ket marteze strolladoù ha kompagnunezhioù…
3 a viz Kerzu 2019
M’ho n’eus ket sinet c’hoazh ar sinadeg : POENT EO C’HOAZH.
Evit kaout keloù kit war gont FB "Evit ma chomo bev hor yezhoù"
3 a viz Kerzu 2019
D’an 23 ha 24 a viz Du e oa e Lesneven (mersi bras da Ti ar Vro Leon evit e zegemer). Bodet e oa bet ur stropad tud a bep oad evit pleustriñ war dreuzkas ar c’hoariva. Penaos buheziñ ur stal c’hoariva, sachañ evezh publik ar stal evit labourat en un doare efedus, penaos sevel buan en un doare simpl un arvestig pe meur a hini, penaos ober kor, penaos reiñ startijenn gant ar muzik, penaos c’hoari e…
10 a viz Du 2019
Mennozh un teuliad rannvroel diwar-benn ar pleustroù c’hoariva amatour a zo deuet war wel e fin 2015.
Ar sturlevr-mañ a zo disoc’h ul labour start (a-stroll) war an dachenn, emvodoù, prederioù, eskemmoù…
Dougerien ar raktres a c’hell bezañ lorc’h enno gant ar babig nevez ganet :
an ADEC56, an ADEC35, Ti ar C’hoariva Brest
Liammet gant an FNCTA ha C’hoariva.
Emgavioù kinnig ar sturlev a…