19 a viz C’hwevrer 2018
M’ho peus c’hoant dizoloiñ labour an daou strollad krouet e fin 2017 heuliit al liammoù amañ dindan :
Strollad Fubudennig - Bro Gemperle
Ar strollad o pleustriñ : Keleier France 3
Abadenn Avaloù Vleago
Strollad MilTamm - Bro Naoned
Abadenn e sal Vasse e miz Genver : pa vez lakaet ar c’horfoù da c’hoari evit skeudenniñ testennoù
Pe Facebook ar strollad
Strollad liseidi Karaez
N’hon eus…
19 a viz Genver 2018
Daou glann enebet er Grennamzer uhelañ, lazhet ur gwaz gant ur vaouez, arc’hant an digoll - ar galnys - da vezañ paeet gant familh ar vuntrerez. An doare nemetañ d’en em virout diouzh ar brezel.
Emglev a vo pe brezel ?
Istorioù kozh pe istorioù a vremañ ?
Evit gouzout kit da welout ar pezh-c’hoari !
Sadorn 24 a viz Meurzh da 8e30 noz
C’hoariva Max Jacob e Kemper
& Sul 29 a viz…
18 a viz Genver 2018
D’ar 27-28/01 e oa bet dalc’het ur staj gant un dek bennaket a furlukined. Tifenn Linéatte he deus lakaet anezho da labourat start en ur aergaelc’h sirius ha c’hoarius er memes koulz. Ar stajidi o deus goulennet ma vefe bet ur staj all evit fin 2018… gwelet e vo.
3 a viz Genver 2018
Da heul ur galv kaset gant Kevread C’hoariva e miz Gwengolo d’ar rouedadoù c’hoariva er rannvroioù evit kinnig un "eskemm etre tud a c’hoariva en ur yezh rannvroel" omp bet pedet gant Kuzul Rannvro Okitania d’un emvod e Narbon d’an 13/12/2017. E giz-se hor boa bet tro da gejañ gant strolladoù eus Bro Okitania ha Katalunia ha komz diwar-benn hor c’hoariva, ar pezh a vevomp, an dazont.
E-pad an…
1añ a viz Genver 2018
Staj kaset gant ar gomedianez Tifenn Linéatte. Pegoulz ? D’ar 27 ha 28 a viz Genver 2018 Pelec’h ? E Jit Streat ar Skol e Sant-Kadou (Sizun - 29) Pegement ? Etre 45 ha 55€ an daou zervezh.
Gallout a rafec’h chom da zebriñ ha da gousket er jit diouzh noz. Evit ober Petra ? Displegadennoù Tifenn Linéatte : Mont e darempred gant bed ar furlukined. E-kerzh an dervezh kentañ e raimp pleustradegoù…
1añ a viz Genver 2018
Ar strollad Fubudennig o c’hoari Avaloù Vleago. Penaos vo graet gant Kaou evit kavout ar frouezh burzhudus a lako e dad da bareañ ? Selaouit... hag e klevoc’h. Anavezet-mat gant ar vugale eo al lapin bihan met perak ‘ta eo ken trist ? Ambrouget gant Marzhin ar Strobineller e yelo dre ganaouennoù hor bugaleaj da glask war-lerc’h al levenez.
Roit pezh faot deoc’h.
1añ a viz Genver 2018
Bet ganet e 1949 ba Ploveilh n’en deus morse ehanet da zifenn ha da dalvoudekaat ar brezhoneg ne vern pe giz.
E levr diwezhañ « Straed ar sec’hedien ha koñchennoù all » embannet e ti Al Liamm a vo un digarez d’en em vodañ, evit kontañ ha kanañ.
Digor d’an holl, roit pezh faot deoc’h
1añ a viz Genver 2018
A bep seurt traoù a vo kinniget e-kerzh an nozvezh !
An abadenn a zo savet evit harpañ ar gompagnunezh goude marv trumm he renerez Céline Soun e miz Here.
Kendalc’h a ra da labourat ar strollad hag ur bern raktresoù zo war ar stern ganto evit 2018 en o zouez un dilojadenn e Bro ar C’hab.
Deuit evit ur prantad plijus ha rannañ traoù e koun Céline.
1añ a viz Genver 2018
Pedet eo bet Bernez Tangi ha Brieg Guerveno gant Michel Valmeire (rener ar sal Vasse) hag Yves Averty deus an Ajañs Sevenadurel Breizh.
Ar strollad c’hoariva JOYI, ar strollad c’hoariva evit ar vugale MILTAMM, studierien SKOL AN EMSAV, skolajidi RUTIGLIANO ha liseidi o studiañ ar brezhoneg e LA COLINIERE e Naoned, a ginnigo testennoù skrivet gant an daou oberer.
1añ a viz Kerzu 2017
Evit kanañ en ul lazig-kanañ e-skeud ar pezh-c’hoari "Galnys" gant ar STROLLAD Cie Tro Didro hag a vo c’hoariet adal fin miz Meurzh.
N’eo ket ret dezho bezañ brezhonegerien gant m’o do bet kanet e brezhoneg dija (un tenor pe zaou zo ezhomm dreist-holl, ur vouezh voud vo deuet mat).
Renet e vo al labour gant Jean-Yves Le Ven.
Pleustradegoù (kan & c’hoariva) e Kernev Izel.
Abadennoù e…
1añ a viz Kerzu 2017
Adkavit testenn pezh-c’hoari nevez Ar Vro Bagan, gant Mouladurioù Ar Vro Bagan - Plougerne.
Ennañ estreget divizoù an tri arvest (Ostaleri 1932 - Sal-Zañs 1955 ha Boest-Noz 1980) e kaver luc’hskeudennoù eus ar pezh-c’hoari hag un nebeut dielloù diwar-benn ar "balioù ha dañsoù".
Golo gant Fañch an Henaff.
Da vezañ goulennet (10 €) digant : AR VRO BAGAN…
23 a viz Du 2017
Evit gouzout pep tra : Stignad harp Rannvro Breizh.
M’ho peus goulennoù pe/hag ezhomm titouroù ouzhpenn
skrivit
pe bellgomzit da C’hoariva :
06 38 78 35 15
13 a viz Du 2017
Re yaouank evit mervel. Pegen trist emaomp.
Chañs hon eus bet da labourat gant Céline meur a wech. Soñj hon eus eus Dibenn sizhun rouedad C’hoariva daou vloaz zo. Céline he doa buhezet ar prantad-se evit lakaat startijenn en hor rouedad hag ijinañ a-stroll e zazont. Ar ger kengred en doa ur ster pouezus eviti.
Leun a startijenn a oa ganti. Diaes eo lavarout pet den yaouank zo bet stummet gant…
1añ a viz Du 2017
Ur staj evit labourat war diazezoù ar c’hoariva.
Ar staj a vo kaset gant Bláithín Conneely-Allain ur gomedianez a orin eus Bro Iwerzhon ha desket brezhoneg ganti.
Kemeret e vo harp war ar pezh-c’hoari "The Playboy of the Western World" gant John Millington SYNGE ha lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien eus strollad Teatr Penn ar Bed ("Lapous den Penn ar Bed" e 1977) ha gant Strollad Kallag…
25 a viz Here 2017
Keodedourelezh, liammoù etre an dud, liesyezhegezh, korfeztaol… setu un nebeut temoù hag a ro lusk da strollad Fiziañs.
Ur pezh-c’hoari war dem al liesyezhegezh zo war ar stern ganto. Gallout a rafemp o gwelout e kreiz ar bloaz da zont war leunrennoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh marteze.
Evit gouzout pelloc’h war ar strollad sed amañ dindan o c’hinnig :
"Fiziañs" zo ur gevredigezh c’hoariva…