10 a viz Du 2020
Ur staj aozet gant kevelerezh Ti ar C’hoariva e Brest hag a zigemero ar stajidi hag ar stummer Bernard Grosjean.
D’an 23 ha 24 a viz Genver 2021.
An enskrivadurioù a zo digor :
Skrivit deomp pe bellgomzit : 06 38 78 35 15.
Spi hon eus e vo gwelloc’h stadad yec’hedel evit ma vefe dalc’het ar staj !
9 a viz Du 2020
E Brest e oa etre an 20 hag an 22 a viz Here.
Ar staj a oa buhezet gant Bernard Grosjean evit ergerzhout ar pezhigoù-c’hoari, gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. An tem dibabet evit labourat e oa ar marv… ur c’houlz vat pa emeur o tostaat eus gouel an Anaon !
Bamet omp bewech gant al labour kaset da benn gant ar stajidi hag a ziskouez deomp pegen pinvidik e c’hell bezañ an disoc’hoù pa…
9 a viz Du 2020
Ar strollad eus Plougerne a zo o klask ur plac’h pe ur paotr yaouank (16-25 bloaz) evit ur servij keodedel 8 miz hag a grogo e miz Genver/C’hwevrer.
Ma emaoc’h dedennet kit buan e darempred gant ar strollad.
9 a viz Du 2020
Diwar an danevell-mañ "Gouel ar c’hlas termen" bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh (2019) eo bet savet ar pezh-c’hoari-mañ.
Da vezañ displeget gant liseidi pe studierien.
An istor : Boas eo liseidi klas terment lise Ploueven da aozañ ur gouel, digarez dezho d’en em gavout a-raok ar vachelouriezh ha da dremen ur pennad-amzer plijus. Dibabet e oa bet al lec’h dirak ar mor, prientet pep tra…
6 a viz Here 2020
D’an 20/10 betek an 22/10/2020
TI AR C’HOARIVA - BREST
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit stummañ d’ar "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj. Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e…
6 a viz Here 2020
E miz Gwengolo e oa strolladoù Mat ar Jeu ha Teatr Piba en annez e sal Armorica e Plougerne. Strollad Mat ar Jeu Ar gompagnunezh a oa o krouiñ e arvest nevez "Lennadennoù digontaminet". Ur raktres evit tud yaouank hag a zo savet evit bezañ c’hoariet en un doare aes e lec’hioù disheñvel. Yann-Edern Jourdan en doa goulennet digant Tangi Le Gall-Carre da seniñ akordeoñs evit luskañ an arvest. Ar…
5 a viz Here 2020
Ur staj aozet gant strollad La Obra hag Emglev Bro Douarnenez.
Graet e vo anaoudegezh gant diazezoù arz ar furlukin : Piv eo ? Penaos eo gwisket ? Rankout a ra bezañ farsus ? Petra a lak an dud da c’hoarzhin ? Labouret e vo a-unan pe a strolladoù bihan goude bezañ tommaet ar c’horf ha goullonderet hor pennoù eus an dalc’hoù pemdeziek. Deuit evel m’oc’h, hep raksoñjoù par ma c’hellit !
Lec’h :…
17 a viz Gwengolo 2020
Un nebeut a geloù a-berzh ar strolladoù c’hoariva amatour met gouzout a reomp :
Emañ strollad Kallag o prientiñ ur pezh-c’hoari nevez evit ar yaouankiz. Er memes tro e kendalc’hont da c’hoari Kontadenn Luduennig.
Strollad Tro-Didro en deus ur raktres nevez ivez. Ur pezh-c’hoari tro dro d’ar mor hag a vodo un niver a gomedianed bihanoc’h eget Galnys, pezh diwezhañ ar strollad renet gant…
16 a viz Gwengolo 2020
Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet lakaet e plas gant Rannvro Breizh e 2009 evit kemer e karg ul lodenn eus ar frejoù pa vez goulennet digant unan bennak a vicher ambroug ur raktres.
C’hoariva a ver ar stignad-se. Da lâret eo emaomp karget : D’ober al liamm etre ar gomedianed hag ar skolioù (met pas atav, ur c’h/g.omedian.ez a c’hell mont e darempred e-unan gant skolioù zo hag ar c’hontrol).…
10 a viz Gouere 2020
Kamp "Bec’h d’al leur c’hoari" e Brasparzh, aozet gant an EPAL, evit dizoloiñ ar c’hoariva hag ar c’hoariva war ar prim :
Staj etre an 19 hag ar 25/07.
C’hoant ‘ teus da ijinañ istorioù ha da c’hoari buhez unan bennak all ? C’hoant ‘t eus da grouiñ, da zañsal gant ar gerioù, da gomz gant ar c’horf ? E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr... Ul leur-c’hoari, un nebeud…
9 a viz Gouere 2020
Ar Vro Bagan a ginnig daou brantad staj c’hoariva evit ar re yaouank (7-14 bloaz) : E miz Gouere : 17-20-21-22 Etre 10e30 ha 12e e brezhoneg Etre 2e ha 3e g.m. e galleg E miz Eost : 14-17-18-19 Etre 10e30 ha 12e e brezhoneg Etre 2e ha 3e g.m. e galleg
E savadur Ar Vro Bagan e Plougerne e vo.
Titouroù hag enskrivadurioù :
Pgz. : 02 98 04 50 06
Postel :
7 a viz Gouere 2020
Daou ginnig stajoù renet gant Katell Leon evit stalioù c’hoariva 2020-2021.
25 kentel 1e15, 3 eurvezh pleustradeg ha div abadenn 1e30 evit ar bloavezh skol.
Daou strollad 12 den yaouank a vo hervez oad ar berzhidi. Ur stal lies arzoù evit tud yaouank 10-14 vloaz (live CM2/Skolaj). Chom a ra 6 plas. Ur stal evit ar vugale 7-10 vloaz. Chom a ra 4 plas.
Lec’h ar pleustradennoù : Kreizenn…
7 a viz Gouere 2020
Goude distroioù perzhidi ar stajoù hag ar staj diwezhañ gant Bernard Grosjean nullet hon eus divizet gant Ti ar C’hoariva kenderc’hel da ergerzhout hentenn stummer ar Gompagnunezh "Entrée de jeux".
Spi hon eus evel-just e vo dalc’het ar stajoù-mañ !
Gouestlet int d’an dud a zreuskas c’hoariva : buhezourien, kelennerien, stummerien, komedianed… Ar staj kentañ tri devezh a vo d’ar Meurzh 20…
5 a viz Mezheven 2020
Obererezhioù rouedad C’hoariva a zo o adkregiñ tamm-ha-tamm. C’hoariva : Hor c’huzul merañ kentañ goude-kenfinañ hor bo a-benn an 11/06. War ar stern : penaos ober ganti ?
An holl stajoù zo bet nullet. Un emvod hor bo d’an 10/06 evit studial an tuioù hag an temoù evit kenderc’hel gant hon heuliad stajoù diwar-benn treuzkas ar c’hoariva gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. Spi hon eus adkregiñ…
5 a viz Mezheven 2020
Ur c’hamp war bemp a chom da vezañ kadarnaet… ar reoù all ne vo ket sur eo ha n’eo ket marteze ! Prantad c’hoariva buhezet gant Ana-Soaz Bervet e-pad sihunvezh kentañ KEAV e Kastellin a zo nullet. An daou gamp "Petra eo ar sirk-se ?" e Lokmaria Berrien (aozet gant an EPAL), tro dro arz ar sirk hag a oa raktreset etre an 12 hag an 18/07 hag etre an 19 hag ar 25/07 a zo nullet. Kamp "Bec’h d’al…