10 a viz C’hwevrer 2019
Abaoe daou vloaz emañ Ar Vro Bagan o tiskleriañ ur pezh-c’hoari, « Enez al legumaj – L’île aux légumes », evit ar vugale etre 4 ha 11 vloaz.
E brezhoneg penn-da-benn e c’hell bezañ c’hoariet, pe en un doare divyezhek, brezhoneg ha galleg, pe e galleg gant un tammig brezhoneg.
Amañ e kavor un « depeign » eus ar pezh ; war lec’hienn T.E.S emañ an destenn vrezhoneg gant un teuliad pedagogel evit…
1añ a viz C’hwevrer 2019
Staj d’ar Meurzh 12/02/2019 e Ti ar Vro Karaez.
Programm : Da vintin gant Yann Gerven : arz ar c’honter hengounel, penaos kregiñ gant ur gontadenn, dre gomz, ’giz gwechall, pa oa konterien brezhonegerien a-vihanik. goude merenn stajig skrivañ : kinnig priz ar vugale ha priz ar yaouankiz, stalioù evit kinnig ho istor (ur redi : dont gant ur raktres, ar bajenn gentañ skrivet, ha diverradenn an…
1añ a viz C’hwevrer 2019
Evel bep bloaz e vez aozet Nozvezh Ene Breizh gant An ACB 44. Ar bloaz-mañ e vo douget enor d’ar varzhez Anjela Duval ha lakaet war wel ar romant treset embannet e 2018 gant kevredigezh Mignoned Anjela. An oberourez Christelle Le Guen a vo war al lec’h evit an dro.
Meur a gevredigezh ha meur a skol a vo lakaet er jeu evit kinnig d’an arvestourien obererennoù ar varzhez veur adwelet ha…
1añ a viz C’hwevrer 2019
Skignet e vo abadenn faltazi radio nevez Skeulioù er C’houmoul, diwar oberenn Dominique Paquet war Radio Kerne.
Daou brantad a vo evit selaou ouzh an abadenn-mañ : Dindan stumm un heuliadenn radio 6 rann 10 munut : adalek al lun 28/01 betek ar sadorn 02/02, da 12e45 ha 7e noz. Dindan stumm a-bezh-kaer pezh-c’hoari radio 55 munut : d’ar sadorn 09/02, da 7e noz ha d’ar sul 10/02 da 4e g.m.
Ur…
14 a viz Genver 2019
An 22 stajiad o doa gallet kregiñ da studial treuzkas ar c’hoariva en un doare efedus ha fetis. Labouret o doa en un aergelc’h distenn met studius.
Pleustret o doa war ar reolennoù hag an ostilhoù da lakaat e plas e atalieroù c’hoariva a-stroll (ur c’hlasad da skouer) ha dizoloet o deus efedusted ar c’hoariva skeudenn (rak c’hoari e vez reiñ traoù da welout).
Dont a rai en dro Bernard…
14 a viz Genver 2019
Kentelioù brezhoneg a vez heuliet ganeoc’h abaoe un nebeud bloavezhioù pe d’ar pevarlamm hag ezhomm ho peus un taol sikour evit bezañ en o aes dre gomz ?
Kinnig a ra deoc’h Ti ar Vro Leon 5 devezh staj gant Yann-Edern Jourdan, komedian e Strollad Madarjeu.
Kinnig a raio deoc’h pleustradennoù c’hoariva hervez live yezh an deskidi evit mont war-raok tamm ha tamm ha gellout distripañ aes ha…
eil a viz Genver 2019
Daou vloaz zo e oa bet divizet gant ar Rannvro lakaat e plas ur yalc’had evit harpañ raktresoù stolladoù c’hoariva amatour. Ma emaoc’h dedennet, kit da weladenniñ pajenn lec’hienn Rannvro Breizh. Kavet e vo eno an titouroù ret evit sevel ho koulenn.
15 a viz Kerzu 2018
Sadorn 15 ha Sul 16 a viz Kerzu 2018
Treglonou - An Oaled
STAJ C’HOARIVA-DESKADUREL : Ar c’hoariva, gant ar pal strollañ ha labourat diwar ul lusk harozel Palioù D’ar berzhidi gellet prederiañ diwar-benn o doare-labour pa vuhezont stal pe stal war ar c’hoariva Kavout spisverkoù evit buheziñ ur stal gant ar pal strollañ Prederiañ war al labour a c’hellomp kinnig ha peseurt raktres sevel…
20 a viz Du 2018
Ar Programm Festival Teatr Brezhonek 2018 da bellgargañ.
31 a viz Here 2018
Evit ar Festival Teatr Brezhonek e kinngomp d’an holl re zedennet gant ar c’hoariva dont da gaout un dibenn sizhun plijadurus e-kichenn ar mor.
Pep hini a c’hello choaz meuz e zibenn sizhun : ober tout, pe ober un pe meur a obererezh.
Sadorn 3 a viz Du 10e-5e30 noz / Pontekroaz : Kregiñ a raio gant ur staj kaset da benn gant Tifenn Linéatte titouroù amañ. Da 6e noz / Pontekroaz :…
31 a viz Here 2018
Stummet e vo an dud a-hed an devezh tro-dro temoù evel : labourat a-stroll, c’hoariva war ar prim met da gentañ tout : ar blijadur da c’hoari.
Kinniget e vo pleustradennoù a d’ober hon unan, a zaou, tri pe a-stroll. Graet e vo anaoudegezh gant c’hoarioù, pleustradennoù fiziañs a-stroll, bez e vo prantadoù distannañ hag en em dolpiñ war hon santadurioù ha tammoù testennoù bihan da lenn.
Ar…
29 a viz Here 2018
Disoc’h ur staj gant amatourien dirak ar publik
Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz Diwan
Lakaat war wel disoc’h ur staj c’hoariva skingomz a vo pal an abadenn-mañ. E-kerzh daou zevezh staj e fin miz Here e Ti ar C’hoariva o doa bet tro 12 stajiad da grouiñ un abadennig da ginnig d’ar publik dindan renerezh Thomas Kloareg ha Gwenole Peaudecerf eus Teatr Piba. Stand C’hoariva
Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz…
27 a viz Here 2018
Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz
STAJ BUHEZET GANT :
Thomas Cloarec – Leurenniñ / Gwenole Peaudecerf – Son
PALIOÙ AR STAJ Deskiñ teknikoù ar c’hoari dirak ur mikro Tañva labour an trouziañ / krouiñ aergelc’h son Tañva labour teknik ar skingomz Krouiñ un abadennig c’hoariva evit ar skingomz
EVIT PIV ?
Tud dedennet gant ar c’hoariva, adalek 15 vloaz
DANVEZ LABOUR
AR C’HOARI Dizoloiñ…
15 a viz Here 2018
EMAÑ C’HOARIVA O KLASK UR SERVIJ KEODEDEL
Dedennet gant ar c’hoariva e brezhoneg ?
Startijenn zo ganit ? Oberiant out ?
Deus ganeomp en hor skipailh !
Ar c’hefridi-mañ a gemer perzh e raktres hollek hor c’hevredigezh. Ar pal pennañ a vo broudañ ha diorren ar c’hoariva e Breizh a-bezh ha dreist holl e Penn-ar-Bed. Hor ger-stur : Arzoù bev evit ur yezh vev.
Da gefridi ma emaout a-du :
1/…
1añ a viz Here 2018
Adkavit ac’hanomp d’ar Sadorn 27 ha Sul 28/10 evit kaozeal ha sellout ouzh levrioù pezhioù-c’hoari pe levrioù war ar c’hoariva.
Un nebeut levrioù pezhioù Emgleo Breiz a vo da brenañ war ar stand.