21 a viz Gwengolo 2017
Stalioù c’hoariva evit mont war-raok ivez gant ar brezhoneg
Dispar eo ar c’hoariva evit mont war-raok gant ar brezhoneg ha bezañ en e/he v/bleud gant ar yezh.
Stalioù a vez kinniget gant : SKED e Brest d’al Lun noz KLT e Montroulez (da gadarnaat) Ar Vro Bagan e Plougerne d’ar Merc’her noz (6e30-8e) adalek miz Here Ur stal c’hoariva evit ar re yaouank e Kemperle Ur stal c’hoariva evit ar re…
12 a viz Gwengolo 2017
An holl ditouroù ret er pezh stag.
9 a viz Gwengolo 2017
Pegoulz ? : Adalek miz Du / 8 miz evit 35 eurvezh bep sizhun
Pelec’h ? : E Plougerne
Piv ? : Unan a zo etre 16 ha 25 bloaz. Unan a gomz brezhoneg pe a zo dedennet gant ar brezhoneg.
Kefridioù : Kemer perzh evit krouiñ pezhioù-c’hoari nevez asambles gant tud ar strollad c’hoariva (kinkladur, skrid, pleustradegoù, dilhad, gouloù, son…). Heuliañ raktresoù c’hoariva a vez kaset da benn e-barzh…
9 a viz Eost 2017
M’ho peus c’hoant bezañ sikouret evit ur raktres c’hoariva resis, kasit ho doser da Rannvro Breizh a-raok ar 15/07.
Ma emaoc’h dedennet e c’helloc’h kaout muioc’h a ditouroù ganeomp :
dre vail
dre bellgomz : 06 38 78 35 15
3 a viz Eost 2017
Aet eo Aziliz Bourgès da gejañ gant komedianed zo hag a c’hoari e brezhoneg evit sevel ur filmig war an dud a ra c’hoariva a youl vat pe a vicher. Sevennet eo bet an teulfilm a-ratozh kaer evit an abadenn "Bali Breizh" skignet d’ar Sadorn 03/06/2017 war France 3.
Sellout ouzh Komedian Bemdez
5 a viz Gouere 2017
Strollad La Obra a ginnig 3 eskemm etrevroadel e-kerzh an hañv.
Etre an 3 hag ar 17 a viz Gouere (18-30 vloaz) / THÉÂTRE EN CAP : Aloubit ar straedoù !
Ugent den yaouank eus ar bed a-bezh (Alamagn, Aljeria, Spagn, Frañs, Polonia) a vo bodet evit krouiñ asambles un arvest gant skasoù ha margodennoù. O labour a vo diskouezet e diwezh an eskemm war marc’had Gwaien ha Pontekroaz. *4 plas.*
15…
1añ a viz Gouere 2017
Setu programm ar staj hag a vo kaset da benn gant Ana-Soaz Bervet ha Gwenn Audic e Kastellin (d’an 09/07 - betek ar 15/07/2017).
Stal c’hoariva Ar c’horf hag ar vouezh
Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre boelladennoù Qi Gong evit mont…
7 a viz Mezheven 2017
D’ar Yaou 1añ a viz Even skolidi tri skolaj a oa deuet da sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit c’hoari 4 pezh-c’hoari labouret ganto a-hed o bloavezh skol.
Un abadenn vihan a oa bet ar bloaz-mañ dre ziouer a berzhidi. Spi hon eus e vo muioc’h a strolladoù a-benn bloaz.
Ar pezhioù-c’hoari a oa a galite vat. Ar santimant en deus ar juriig savet bep bloaz e ya war wellaat al labour…
20 a viz Mae 2017
Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted.
An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget.
M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho anv.
20 a viz Mae 2017
Ur stignad nevez evit harpañ pezhioù-c’hoari gant strolladoù amatour a vo kinniget da vBodad Pad Rannvro Breizh d’an 29/05/2017 evit bezañ votet.
Gant ar stignad-mañ e fell d’ar Rannvro sikour ha diorren ar c’hoariva gant amatourien o reiñ da strolladoù zo ur yalc’had arc’hant evit kas da benn o raktres pezh-c’hoari.
Ma vefe votet evit ar stignad gant kuzulieren ar rannvro e vefe goulennet…
3 a viz Mae 2017
Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted.
An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget.
M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho anv.
9 a viz Ebrel 2017
Gourc’hemennoù da dermenidi Lise Diwan Karaez evit o fezh-c’hoari ijinet ha savet evit bezañ c’hoariet e skolioù-mamm ha kentañ derez.
Trizek komedian yaouank o doa treuzet Breizh evit daou zroiad c’hoariva ur sizhunvezh (diskar-amzer ha nevez-amzer). Ar pal : c’hoari dirak skolidi ur pezh kroget e kentañ klas ha peurlipet e klas termen.
Fentus ha fromus eo atav gwelout penaos e vez resevet…
20 a viz Meurzh 2017
Un abadenn c’hoariva war ar prim en un davarn. Goulennet e vo d’ar publik da gemer perzh. Peadra a vo da c’hoari ha c’hoarzhin.
11 a viz C’hwevrer 2017
Strollad la Obra a zo ur strollad eus Breizh hag Amerika Latina staliet e Douarnenez. Labourat a ra war dem ar minorelezhioù en un doare sokial ha liessevenadurel.
Pal : lakaat an dud yaouank eus Penn-ar-Bed da brederiañ war ar bed a-vremañ o tremen dre an arzoù. Kinniget e vo un atalier c’hoariva ha skasoù etre an 23 hag ar 25 a viz C’hwevrer 2017 e Beuzeg-ar-C’hab.
An eskemm a vo un doare…
31 a viz Genver 2017
Ur staj C’hoariva e brezhoneg hag e galleg evit labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh ha tachenn al leurenn.
D’an 13/02 betek ar 16/02 diouzh ar mintin (10e30-12e).
C’hoariet e vo ur pezhig-c’hoari e fin ar staj dirak ar publik (familhoù, mignoned…).
Priz : 25 € + 10€ emezellañ.
Titouroù ha lakaat ec’h anv : 02 98 04 50 06 pe dre bostel.